Porzh kozh Abergwaun
Abergwaun, anvet Fishguard war ar c'hartennoù saoznek.

Abergwaun (Fishguard e saozneg) zo ur gêr en arvor Sir Benfro, e Kembre. Emañ en hanternoz Sir Benfro, war aod bae Abergwaun, a zo un darn eus Bae Ceredigion.

Gerdarzh

Dont a ra anv ar gêr eus hini ar stêr Gwaun en em daol er mor eno.

Porzh

Ul linenn listri zo etre porzh nevez Abergwaun, en Wdig, ha porzh Ros Láir en Iwerzhon. Liammet eo Abergwaun ouzh Londrez war-bouez ul linenn hent-houarn hag ur gourhent.

Tud brudet

Gevelliñ

Bro Kêr
Breizh Loktudi