Ur boned zo ur pennwisk dierien ha hep tamm stumm kalet ebet ennañ. E gloan e vez graet alies, e danvez kevanaozet a-wechoù. Meur a seurt bonedoù zo, hervez an implij a reer anezho.
E 1499 ez eo testeniekaet ar ger "boned", diwar ar galleg kozh bonet "danvez da fardañ pennwiskoù" (1160), diwar latin ar Grennamzer abonnis, a zo germanek e orin[1]. Evit a sell ouzh ar pennwiskoù e klot ar ger boned gant ar ger saoznek bonnet, a dalvez evit pennwisk ur vaouez (hag ivez evit hini ur vaouez pe ur gwaz e Bro-Skos hepken). Diwar ar galleg e teu ar ger saoznek, a zo testeniekaet abaoe 1375-1425[2].
Ret eo disheñvelout ar bonedoù da wiskañ er-maez hag ar re da chom en ti, ar re da ziwall diouzh an avel hag ar re da zerc'hel blev ar merc'hed er gêr, ha re ar baourien ha re ar vondianed.
E-touez kumuniezhioù relijiel a zo e vez gwisket bonedoù gant ar merc'hed, hiziv evel er XVIvet kantved. Kement-se a veze graet gant ar Vignoned (Quakers) betek an XXvet kantved, hag a vez graet c'hoazh gant an Old Order Mennonites hag an Amished.