Brezhoneg a vez komzet e Bro-Roazhon a bell zo, ha kelennet ivez abaoe fin an XIXvet kantved da vihanañ.(Daveoù a vank)
A-wezhioù e vez lâret "roazhoneg" eus ar brezhoneg komzet e Bro-Roazhon. N'eus ket ur ster skiantel d'ar ger, rak n'eus ket a studi gwirion anezhañ, nemet meneg eus ar ger amañ hag ahont.
Ijinet e vije bet ar ger, a-raok an Eil Brezel-bed, gant tud eus Breizh-Izel, e Kelc'h Keltiek Roazhon, da ober goap eus an nebeudig Roazhoniz a zeske brezhoneg ha ne oant ket gouest da gomz e doare Breizh-Izel.(Daveoù a vank)
Diwar ar c'hemmeskaj-se eo ganet ur wir rann-yezh nevez a zo bet anvet gant tud 'zo « ar roazhoneg » pe Brezhoneg Roazhon.
– Alan al Louarn, Ur Brezhoneg nevez : ar « Roazhoneg », Arvor, 27 C'hwevrer 1944, p. 1[1]
Emañ ar « Roazhoneg » o teurel gwrizioù e kerioù all Breizh-Uhel. Tra vev eo ur yezh : kreskiñ hag ober berzh a ra, pa vez graet war he zro ; ha kivizañ ha mervel, pa vez dilezet.
– Y.-D., Dinan c'hlas hag ar brezhoneg, Arvor, 19 Meurzh 1944, p. 1[2]
E dibenn ar bloavezhioù 1960 e veze implijet ar ger da ober anv eus brezhoneg bugale an dud-se, savet e Roazhon, hag a gomze brezhoneg levezonet gant ar galleg a-wechoù, pouez-mouezh, troiennoù, hag all.
Darn a gav e rank bezañ fall ar brezhoneg e Roazhon dre natur, pe n'eo ket gwir vrezhoneg a vije komzet eno[3]. Hervezo n'halljed ket komz na kelenn brezhoneg mat e Roazhon. Trawalc'h e vije bevañ e Roazhon evit komz brezhoneg fall.
Adalek ar bloavezhioù 1970 e oa bet brezhoneg en un toullad skolajoù ha tost en holl liseoù.
Adalek 1980 e oa bet klasket lakaat brezhoneg er c'hentañ derez gant ar gevredigezh APEEB (deuet da vout Div Yezh), savet gant Jean-Yves Broudic ha Jakez Cosquer.
Miliadoù a dud zo bet o studiañ brezhoneg e Roazhon, lod zo bet ivez o kelenn eno, pe o skrivañ pe o labourat er media, a-raok mont da lec'h all.