Bro Montroulez, pe Bro Vontroulez, zo ur vro velestradurel diouzh al lezenn "Voynet" e hanternoz departamant Penn-ar-Bed. Bodet ez eus 61 gumun enni. 1 331 km² a zo dindani. 121 621 a dud a oa o chom enni e 1999. War-bouez ur gumun eo heñvel tachenn ar vro-mañ ouzh hini arondisamant Montroulez[1].
Peder c'humuniezh kumunioù zo enni :
E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 1179 skoliad (8,8 % eus skolidi ar vro evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Truru | 1979 |