Devon | |
---|---|
Banniel Devon |
![]() |
Kêr-benn | Exeter |
Gorread | 6564 km² |
Poblañs | 1 194 166 (2021) |
Stankted ar boblañs | 170 annezad/km² |
Distrigoù | |
![]() |
Devon (/ˈdɛvən/)[1], hervez an anv ofisiel saoznek — ral eo an anv Devonshire deuet eus an hensaozneg Defenasċīre ; Dewnens eo e kerneveurek, Dyfnaint e kembraeg ha Devnent e brezhoneg un nebeudig tud, zo ur gontelezh e mervent Bro-Saoz. Dumnonia e oa hec'h anv latin.
Kernev-Veur an hini a zo er c'hornôg dezhi. Dorset zo er biz ha Somerset (Gwlad yr Haf e kembraeg, "Bro an Hañv") er gevred.
Deveret eo an anv Devon eus hini an Dumnonii, Brezhoned a oa oc'h ober o annez eno da vare an aloubadeg roman. Talvezout a ra kement hag "Annezidi an draoñienn don."
Abaoe ar 1añ a viz Ebrel 1998 ez eo disrannet Plymouth (9) ha Torbay (10) diouzh [[kontelezh amaezhel Devon, deuet ma 'z int da vezañ Amezherioù unvan. Chom a reont e kontelezh lidel Devon avat.