Didone abbandonata (1630-1635)
gant Andrea Sacchi. Mirdi Caen.
Didon o sevel kartada, gant William Turner, 1815.
Aeneas o kontañ gwalleurioù Troia da zDidon (1815), gant Pierre-Narcisse Guérin, Pariz, Louvre.
Gant Karel Skréta.
Marv Didon.
Marv Didon (1711),
hervez Claude-Augustin Cayot, Louvre.

Didon (latin : Dido), pe Elyssa, Elissa, Elisha, Elysha pe Helissa (e fenikianeg), a oa ur briñsez fenikian, eus Tir, c'hoar d'ar roue Pumayyaton, ha deuet da vezañ rouanez Kartada hervez ar vojenn.

Kentañ menegoù

Kaoz eus Didon a zo bet gant istorourien roman hag a rae anv eus skridoù, kollet hiriv, gant Timaeus eus Tauromenium en Sikilia (war-dro -356--260).

Ar vojenn

Akerbas (pe Suc'haios) a oa beleg Herakles e Tir. Dimezet e oa da verc'h ar roue Mattan Iañ anvet Didon. Lazhet e voe gant e vreur-kaer Pygmalion a felle dezhañ kemer e deñzorioù. Tec'hel a reas neuze an intañvez gant mignoned ha madoù he fried. Erruout a reas en Afrika, ma prenas douaroù ha ma savas Kartada.

An Aeneis

Hervez an Aeneis, barzhoneg ar barzh roman Publius Vergilius Maro, e tegemeras an haroz Aeneas en he falez hag e karas anezhañ.

Lavarout a ra ar barzh eo merc'h da vBelus (Belos e gregach), anvet diwezhatoc'h Belos II, abalamour d'an haroz Belos a oa mab d'an doue Poseidon ha da Lybia. Hervez an istor e c'hallfe bezañ ar Belus-se ar memes den evel Mattan Iañ, tad Pigmalion.

He marv

Hervez ur vojenn en em skoas en tan evit chom hep dimeziñ gant ar roue Hiarbas.
Hervez an Aeneis avat en em lazhas gant ur c'hleze dre garantez ouzh Aeneas.

Oberennoù

Lennegezh

C'hoariganoù

Sonerezh

,

Mammennoù

Lec'hioù