Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.

Divrevelezh
Ur gwaz gant e serc'heg yaouank
Shah Abbas I hag e serc'heg.
Alies e vez implijet daou dric'horn mouk ha roz eevel arouez an divrevelezh

Un tuadur reizhel o tennañ d'ar revelezh denel eo an divrevelezh.

Treuztres brezhonek un termen krouet gant bevoniourion war-dro ar bloaz 1809, e talvaz ar ger divreizhel da zeskrivañ plant dezhe organoù genel gourel ha benel war un dro.

Implijet e vez kentoc'h an termen divrevelezh evit ober dave d'an tuadur revel denel dre ma tenn d'un tuadur ha n'o devezh ket tud divrevel div reizh (sellit ouzh etrereizhadezh).

Lâret e vez ez eo divrevel unan bennak pa gar paotred ha merc'hed. Etre an dud divrevel, lod a gar ingal paotred ha merc'hed ha lod all a gar kentoc'h an eil re pe ar re all.

Termenoù all zo bet krouet e saozneg evit ober dave da duadurioù revel a denn d'an divrevelezh. Termenoù teknikel int peurliesañ implijet gant strolladoù tud resis ha ne vezont ket anaouet gant an dud all dre vras. Dispeleget e vez ster ar termenoù-mañ da heul gant bep ur kinnig evit o zreiñ e brezhoneg:

Gwelet ivez

Liammoù diavaez

Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.