An dremm (pe fas, bisaj, eneb) eo ar rann eus penn un den a zo en tu a-raok, etre e ziv skouarn hag etre e vlev, a-us d'e dal, hag e elgezh. En dremm emañ an abrantoù, an daoulagad, ar fri, an divjod, ar genoù, ar muzelloù, an dent, an elgezh.
Pep dremm zo disheñvel diouzh ar re all, hag ul lodenn a bouez eo eus hiniennelezh pep den.
Gant e zremm eo e tiskouez an den e drivliadoù, levenez, tristidigezh, konnar. Kigennoù an dremm eo a c'hoari dre nerzh an trivliadoù.
Un dra a bouez eo an dremmen en arzoù (tresañ, livañ, kizellat), hag arz ar poltrediñ hag emboltrediñ.
Itron Brassempouy pe an Intron he c'habell, unan eus koshañ skeudennadur un dremm.
Kleñvedoù an dremm. Surjianerezh.
Komzet e vez ivez eus dremm
|