Iskevrennad eus | brezelour |
---|---|
Rann eus | aozadur goprsoudard |
Anvet diwar | military pay |
Tachenn vicherel | brezel |
Stumm gourel an dikedenn | mercenário, платеник |
Category for eponymous categories | Q59522212 |
Ur goprsoudard zo ur soudard paeet evit brezeliñ pe en em gannañ en un arme ha n'eo ket hini e vro. Paeet e vez gant arc'hant pe ur gounid all bennak (douaroù, profoù, ur c'heodedourelezh).
Ar faraon Ramses II a implije goprsoudarded evit e vrezelioù.
Er Grennamzer e oa kalz soudarded gopret gant ar briñsed evit brezelekaat evito. Gérard d'Athée a oa ur goprsoudard gall eus an XIIvet kantved hag a oa e servij roue Bro-Saoz e Bro-Gembre ha Bro-Normandi. Graet e oa da High Sheriff gant ar roue saoz evit e drugarekaat.
E-pad Emgann an Alre, d'an 29 a viz Gwengolo 1364, e oa meur a vagad meur bep tu.
Er XIVvet kantved e oa Beltram Gwesklin goprsoudard evit roue Bro-C'hall Charlez V. Eñ hag e vagad en em ganne evit gwizien pe gevredidi ar roue gall (Aovergn, Kastilha...) pe a-enep gwizien roue Bro-Saoz (Gwienna, Normandi...), hag e Breizh zoken, e vro orin. Graet e oa da gonestabl Bro-C'hall gant ar roue gall ha roet e oa dezhañ douaroù hag arc'hant. Charlez V a c'hopre soudarded all evel ar c'hembreat Owain Lawgoch da vrezeliñ a-enep ar Saozon e Normandi, Kastilha pe c'hoazh Poatev.
Da vare an Azginivelezh e oa condottieri o vrezeliñ evit rouantelezhioù Italia, evel Giovanni dalle Bande Nere ha John Hawkwood. Ar c'hoprsoudarded suis a oa brudet ivez.
Da vare ar brezel yen e klaske ar stadoù brasaat o c'hrog war ar broioù all, hep digeriñ brezel avat. Ar c'hopradouriezh a oa talvoudus evit emellout e aferioù diabarzh ar vro. N'eo ket bet anavezet gant Kenemglevioù Geneva ar c'hoprsoudarded evel soudarded reizhwiriek a dle bezañ gwarezet hervez lezennoù etrebroadel ar brezel.
Kalz goprsoudarded a zo bet en Afrika, ha dreist pep tra e Republik Demokratel Kongo, er Reter-Nesañ hag en Amerika ar Su. Brudet eo ar goprsoudard gall Bob Denard hag e vandennad da vezañ bet oberiant e kalz broioù bet trevadennoù Bro-C'hall alies : ar Gomorez, Aod-an-Olifant, korn-bro ar Biafra, Benin hag all.
Goprsoudard Afrika ar Su a zo brudet evit bezañ strolladoù stourm dammheñvel diouzh reoù armeoù ofisiel (dafar, kadoniezhoù...)[1],[2].
Ar c'hoprsoudarded a vremañ a vez gopret alies dre kevredigezhioù milourel prevez. At stadunanat Academi, bet anvet Blackwater araok, zo e-touez ar re brudetañ, ar strollad Wagner rusian ivez.
En holl brezelioù e vez implijet goprsoudarded, evel e Brezel Libia 2011, Brezel "diabarzh" Siria... Evit taolioù-Stad ivez : d'an 3 ha 4 a viz Mae 2020 e Venezuela e klask ur strollad tud armet, anezho Venezuelaiz divroet ha goprsoudarded stadunanat dilestrañ war aod La Guaira da ziskar renad Nicolás Maduro. Harzet int gant arme Venezuela avat.
Dre astenn-ster hiziv e reer goprsoudarded eus sportourien zo hag a c'hoari evit ur vro pe ur c'hlub evit arc'hant.
Penn ar goprsoudard a gaver e kalz romantoù, filmoù ha c'hoarioù video.