Gregor Teurgn
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denGrégoire de Tours Kemmañ
Anv ganedigezhGeorgius Florentius Gregorius Kemmañ
Anv-bihanGregor Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Du 538 Kemmañ
Lec'h ganedigezhClermont-Ferrand Kemmañ
Deiziad ar marvDu 594 Kemmañ
Lec'h ar marvTeurgn Kemmañ
KarGregory of Langres, Gall of Clermont Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetlatin Kemmañ
Yezh implijet dre skridlatin Kemmañ
Micherhagiographer, skrivagner, istorour, beleg katolik Kemmañ
KargEskob Kemmañ
Bet studier daGall of Clermont, Avit of Clermont Kemmañ
Relijionkristeniezh, Iliz katolik roman Kemmañ
Stad ar c'hanonizasionprelate, sant katolik Kemmañ
Gouel17 a viz Du Kemmañ
Oberenn heverkHistoria Francorum Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Gregor Teurgn

Gregor Teurgn (Georgius Florentius Gregorius e latin, Grégoire de Tours e galleg a vremañ), a voe ganet e Riom, e-tal Clermont war-dro 538, en ur familh eus an noblañs alvernat, hag a varvas e Teurgn war-dro 594, a voe eskob Teurgn er VIvet kantved. Brudet eo e skridoù diwar-benn istor an Iliz, ar Franked, hag Arvern.

E vuhez

E dad Florentius a oa un noblañs arvernat, hag a oa bet senedourien e dad hag e dad-kozh Georgius. E eontr Gallus Clermont a oa bet eskob Clermont (hiziv Clermont-Ferrand, en Alvern). Dre e vamm e oa kar da eskibien Lyon, Sacerdos ha Nizier Lyon, ha da eskibien Langres, Gregorius Langres (anezhañ e teu e anv-badez) ha Tetricus Langres.

Mervel a reas e 594 e Teurgn e lec'h ma oa bet dilennet evel eskob e 593. Lakaet e voe da sant ha lidet e vez e c'houel d'ar 17 a viz Du.

Klasket en deus difenn gwirioù an Iliz pa oa reuz bras etre ar pennoù uhel frank. Mont a reas a-enep Chilperig ha staliañ a reas ar feur-emglev sinet en Andelot etre Childebert II, roue Aostrazia ha Gontran, roue Burgondia (587).

Kronikour

Evel kronikour istorel eo anavezet Gregor a Deurgn p'eo gantañ eo bet savet Historia Francorum (Istor ar Franked) e 40 levrenn.

Buhezskridoù sent zo bet savet gantañ ivez. Ur vammenn a-bouez bras eo Historia Francorum evit istor Breizh er c'hantvedoù kentañ.

Rebechet ez eus bet dezhañ bezañ re domm ouzh e bobl ha neuze barnañ ar Vrezhoned hep neptuegezh, da lavarout eo kavout si enne dalc'hmat.

Oberennoù

An Dek Levrad Istor pe Istor ar Franked

Gregor Teurgn, Histoire des Francs, levrennoù eus 1 da 6, pajenn talbenn. Luxeuil pe Corbie, dibenn ar Patrom:VIIe siècle. BnF, Manuscrits, Latin 17655 fol. 2.

Decem libri historiarum eo anv al levr, ma venn an oberour kontañ istor ar bed hag an Iliz, adalek amzer ar C'heneliezh betek hini ar Rouaned frank, en Ebrel 591, astennet gant Libri octo miraculorum (Levr ar Burzhudoù) un dastumad buhezioù sent, eus Galia, savet e 574, goude marv Gregor[1].

Mont a ra an darn vrasañ eus ar skrid gant Galia dindan ar Franked, aneveztoc'h gant gregor eget peurrest ar bed : pemp eus an dek levr, ha Levr ar Burzhudoù ivez, zo gouestlet d'an amzer ma veve an oberour.


Dre al levr-se eo ez eo anavezet istor lestr Soissons.

Levrlennadur

Diwar-benn amzer rouaned ar Franked
Diwar-benn Gregor Teurgn
Diwar-benn oberenn Gregor Teurgn

Notennoù ha daveoù

  1. Gabriel Monod, Études critiques sur les sources de l'histoire mérovingienne, 1 lodenn, p. 44.