Immanuel Kant, prederour Königsberg

Immanuel Kant (22 viz Ebrel, 172412 a viz C’hwevrer, 1804) a oa ur prederour alaman eus Königsberg e Prusia ar reter (hiziv Kaliningrad, e Rusia). Sellet e vez outañ evel ouzh unan eus soñjerien Europa a vremañ o deus bet ar brasañ levezon hag evel ar prederour bras diwezhañ eus ar Gouleier. Kant a soñje dezhañ e vefe tu tizhout ar peoc'h beurbad dre an demokratelezh hollvedel hag ar c'henskoazell etrebroadel. Krediñ a rae e teufe drezhe war-wel un istor hollvedel.

Buhez

Immanuel Kant a oa bet ganet e 1724 e Königsberg en ur familh lutherian protestant. Ar pevare e oa eus un tiegezh ennañ nav a vugale (pemp anezhe a dizhas an oad gour). Badezet e oa 'Emanuel' met cheñch a reas evit 'Immanuel'[1] goude deskiñ hebraeg. Bevañ a reas holl e vuhez en e gêr c’henidik pe en he c’hichen (kêr-benn Prusia ar reter e oa d’ar c’houlz-se), hep beajiñ pelloc’h evit ur c’hant lev bennak diouzh Königsberg.[2] E dad, Johann Georg Kant (1682–1746), a oa un artizan alaman eus Memel a oa an hini eus kêrioù Prusia a oa ar pellañ er biz d’ar c’houlz-se (Klaipeda, e Lituania hiziv). E vamm Anna Regina Reuter (1697–1737), bet ganet e Nürnberg, a oa merc’h ur gwakolier ha dibrer skosat. Istorioù a-bep seurt a vez tro-dro d'e zoareoù bevañ met an darn anezho a zo bet lakaet didalvez gant studiadennoù evel gant Goldthwait Observations on the Feeling of the Beautiful and Sublime. Alies e vez kontet e veve Kant en un doare reut ha kenurzhiet, gant mojenn an amezeien o reizhañ o orolajoù hervez trouz e dreid pa oa o vale. Biken n'eo bet dimezet, met brudet mat e oa : kelenner selaouet ha skrivagner doujet memes a-raok ma vefe embannet e c'hentañ labourioù prederouriezh. Ur strollad kamaladed en devoa ha gwelet a rae anezho alies, e-touez anezho Joseph Green, ur c'henwerzhour saoz eus Königsberg.

Oberennoù

Levrlennadur

Critique of Pure Reason, Dover Publications Inc., 2004 ISBN 978-0-486-43254-0 (en)
Critique de la raison pure, Gallimard, 1990 ISBN 978-2-07-032575-7 (fr)

Notennoù

  1. Kuehn, Manfred. Kant: A Biography. Cambridge University Press, 2001, p. 26
  2. Keillor, Garrison. The Writer's Almanac for Sunday, April 22nd 2007. Kavet : 2006-04-30.