An irienn eo a vez graet eus an neud a zo bet lakaet da dremen a-dreuz ar steuenn (pe steuñvenn) gant ar vulzun evit ober ur wiadenn. Anneuenn, pe anweenn a vez graet anezhi ivez.

Irienn a vez graet ivez eus an emglev kuzh etre un toullad tud, a vez graet iriennerien anezho, evit diskar ur galloud pe ober droug dezhañ.

Iriennoù brudet

Ken niverus eo an iriennoù anavezet en istor ma n'haller ket o envel holl. Setu amañ un nebeud iriennoù brudet memes tra:

En istor Breizh

En istor Bro-C'hall

N'haller ket lakaat da iriennoù gwalldaolioù graet gant un den hepken, evel taol an den a glaskas lazhañ Chirac d'ur 14 a viz Gouhere.

En istor ar bed

Iriennoù pennhêred dibennet

Ur pennhêr dibennet zo ur pennhêr a goll e renk hag ar madoù en devoa da-gaout dre ma'z eus bet anvet ur pennhêr all.