J. R. R. Tolkien | |
---|---|
Korf-bras J. R. R. Tolkien en Exeter College, Oxford | |
Ganedigezh | 3 a viz Genver 1892 Bloemfontein ![]() |
Marv | 2 a viz Gwengolo 1973 Bournemouth ![]() |
Broadelezh | ![]() |
Micher | Skrivagner Barzh Kelenner Lizheregour |
Pennoberennoù | The Hobbit The Lord of the Rings The Silmarillion |
John Ronald Reuel Tolkien (/d͡ʒɒn ˈɹɒnld ˈɹuːəl ˈtɒlkiːn/) CBE FRSL, berraet peurliesañ e J. R. R. Tolkien (Bloemfontein, Stad dieub Oranje, 3 a viz Genver 1892 – Bournemouth, Bro-Saoz, 2 a viz Gwengolo 1973), « Ronald » evit e familh, a oa ur skrivagner hag ur barzh, ul lizheregour hag ur c'helenner saoz. Brudet eo er bed a-bezh abalamour d'e skridoù war tachenn ar faltazi varzhus : An Hobbit (1937), The Lord of the Rings (1954-1955) hag Ar Silmarillion (1977).
Un arbennigour war an hensaozneg hag ar c'hrennsaozneg e oa J.R.R. Tolkien. Kelenner war an hensaozneg e voe e skol-veur Pembroke College en Oxford adalek 1925 betek 1945, ha kelenner war al lennegezh saoznek adalek 1945 betek 1959 e skol-veur Merton College en Oxford. Evel e vignon C.S. Lewis, a oa kelenner en Oxford ivez, e voe ezel eus ur strollad lennegel anvet Inklings. D'an 28 a viz Meurzh 1972 e voe anvet J.R. R. Tolkien da Gomandour en Urzh an Impalaeriezh Vreizhveuriat gant ar rouanez Elesbed II.
Goude marv ar skrivagner e embannas e drede mab Christopher (1924—2020) meur a levr o kemer harp war notennoù e dad, The Silmarillion en o zouez. Gant An Hobbit ha The Lord of the Rings ez eas al levrioù-se da sevel un hollad istorioù, barzhonegoù, darvoudoù istorel, yezhoù ijinet hag arnodskridoù hag a denn d'ur bed faltazius anvet « Arda », Earth ("Douar") o vezañ ar c'hevandir pennañ. Etre 1951 betek 1955 e rae J. R. R. Tolkien legendarium eus an darn vrasañ eus e skridoù.
Bras eo bet an niver a dud oc'h embann levrioù war tachenn an epic fantasy a-raok Tolkien, met den ebet ne oa deuet a-benn da zesachañ kement a dud ha The Hobbit ha The Lord of the Rings, a roas ul lañs nevez d'an doare. « Tad ar faltazi varzhus arnevez » a reer anezhañ alies[1]. Un niver bras a skrivagnerien a voe levezonet gant labour J. R. R. Tolkien, da heul Earthsea Ursula K. Le Guin (1968) en SUA.
E 2008, ar gazetenn saoz The Times a lakaas Tolkien er 6vet renk eus 50 skrivagner meur ar Rouantelezh-Unanet abaoe 1945.
Eus an anv-gwan alamanek tollkühn ("her", "diaviz") e teu an anv « Tolkien » hervez J. R. R. Tolkien e-unan, en doa lakaet en e romant diechu The Notion Papers dre anv an dudenn "Rashbold", hogen prouet eo bet ez eo Tolkin ("mab pe diskennad Tolk") gerdarzh an anv, Tolk ("Komzer") o vezañ lesanv ur c'hevraouer pe ur jubennour[2]. Goude ma oueze e teue e familh eus Alamagn e oa chomet Tolkien dizesk a-walc'h diwar-benn hec'h istor pa oa marvet e dad abred.[3]
Ar gêr alaman Kreuzburg in Ostpreußen e Prusia ar Reter (a zo kêr Slavskoye e distrig Bagrationovskyi, Oblast Kaliningrad, Rusia abaoe Kuzuliadeg Postdam e 1945) eo kavell ar familh[4], ur gêr bet savet da vare an astenn germanek war-zu ar Reter er Grennamzer. Eno e voe ganet ar c'hoshañ hendad anavezet, Michel Tolkien, war-dro 1620. E vab Christianus Tolkien (1663–1746) a voe ur miliner pinvidik e Kreuzburg. Christian Tolkien (1706–1791), mab ar miliner, en em stalias e Gdańsk, ur 110 km bennak er c'hornôg war aod ar Mor Baltel. E zaou vab Daniel Gottlieb (1747–1813) ha Johann Benjamin (1752–1819) a guitaas Prusia da vont da Londrez er bloavezhioù 1770. E 1792, John Benjamin Tolkien hag e geveler William Gravell a brenas an embregerezh Erdley Norton e Londrez ; dindan an anv Gravell & Tolkien e werzhjont horolajoù hag eurieroù e Londrez. Diwezhatoc'h e werzhjont fortepianooù ivez, e Londrez ha Birmingham m'en em stalias John evel gwerzhour ha kentoniour fortepianooù. Daniel Gottlieb Tolkien a voe lakaet da Vreizhveuriad e 1794, met biken ne voe roet kemend-all d'e vreur John Benjamin hervez an dielloù. Izili prusian all eus ar familh Tolkien a zilestras e Londrez, tra ma chomas lod all en o bro. Hiziv an deiz ez eus tud anvet Tolkien o chom en Alamagn an Norzh, an darn vuiañ anezho diskennidi eus repuidi hag a dec'has a-zirak al Lu Ruz etre miz Genver ha miz Meurzh 1945.
Er familh Tolkien e vez atav « John » anv-bihan mab henañ ar mab henañ. Gant Mabel e voe dibabet « Ronald » abalamour ma krede dezhi e vije deuet ur verc'h dezhi, a vije bet anvet « Rosalind » – « Ronald » en-eeun a veze graet eus ar skrivagner en e diegezh. Hervezañ ez eo « Reuel » anv unan eus mignoned e vamm-gozh, met Reuel/Reouel zo anv all Yitro, tad-kaer Moshe, er Bibl.
John Ronald Reuel Tolkien a voe ganet d'an 3 a viz Genver 1892 e Bloemfontein, Stad dieub Oranje (Stad-Dieub hiziv) da Arthur Reuel Tolkien (1857–1896), ur bankour saoz eus Birmingham, hag e wreg Mabel Suffeld (1870–1904), a oa genidik eus Birmingham ivez. Kuitaat Bro-Saoz a reas an tiegezh pa voe anvet Arthur Reuel da rener adti Bank of England e Bloemfontein. Eno ivez e voe ganet Hilary Arthur Reuel (1894–1973), breur John Ronald Reuel.[5] Pa oa yaouank-tre c'hoazh e voe dantet gant ur gevnidenn vabouin, ar pezh a oa bet liammet gant meur a hini ouzh euzhviled euzhusañ e istorioù, met Tolien e-unan n'en doa soñj ebet ken eus ar gwallzarvoud ha disklêriet en doa n'en deze ket kement-se a aon eus outo evel den gour.[5]
E 1895, hag eñ oadet tri bloaz, ez eas Ronald da Vro-Saoz gant e vamm hag e vreur da rentañ ur gweled hir d'ar familh e Birmingham. Siwazh e varvas an tad en Afrika a-raok dont daveto en Europa.[5] En em gavet a reas ar vamm hep peadra, setu ez eas gant he daou vab da vevañ e ti he mamm a-raok kavout lojeiz war ar maez e kêriadenn Sarehole (ur c'harter eus Birmingham hiziv).[5] Eno edo moereb Ronald o terc'hel un atant anvet Bag End, alese chomlec'h Bilbo e The Hobbit[6]. Plijadur en deze oc'h ergerzhet al lec'hioù tro-dro, Sarehole Mill, Moseley Bog ha rozioù Clent, Lickey ha Malvern, a voe mamenn senennoù e levrioù diwezhatoc'h asambles gant kêriadennoù all evel Bromsgrove, Alcester pe Alvechurch.[5]
Gant Mabel he-unan e voe skoliataet he daou vab. Dre ma oa Ronald ur skoliad aketus[5] e ouezas lenn da bevar bloaz, ha skrivañ nepell diwezhatoc'h. Skiant ar plant a voe kelennet dezhañ gant e vamm, ha plijet e veze ar bugel o tresañ gweledvaoù ha gwez. Ar yezhoù dreist-holl a blije dezhañ, hag abred-tre en doe kentelioù latin. Levrioù a-vil-vern a voe roet dezhañ da lenn.[7] Pa ne blijas ket dezhañ Alice's Adventures in Wonderland (Lewis Carroll, 1865)[8] — a oa fentus met direnkus hervezañ — ha Treasure Island (R. L. Stevenson, 1883)[9] e vourre o lenn istorioù Indianed Amerika, oberennoù faltazi George MacDonald (1824–1905) ha kontadennoù hengounel Andrew Lang, a voe pouezus-tre evit e skridoù.[5]
Er bloaz 1900 e voe degemeret Mabel gant an Iliz katolik roman, kement-se enep youl ar familh Suffeld — badezourien anezho — hag a baouezas da reiñ arc'hant dezhi.[5] Pevar bloaz goude, e 1904, e varvas diwar an diabet e Fern Cottage, a lec'h a oa o feurmiñ. 34 bloaz e oa, kozh evit unan tapet gant ar c'hleñved-maén d'ar mare-se pa oa bet kavet an insulin e 1921 hepken. Nav bloaz goude e skrivas Tolkien : "Va mamm gaezh din-me a oa merzherez anezhi en gwirionez, ha n'eo ket da bep hini e ro Doue un hent d'e brofoù meurañ evel ma reas da Hilary ha din-me, o reiñ deomp ur vamm he doa lazhet anezhi hec'h-unan dre al labour hag ar boan da vezañ asur e chomo ar feiz ganeomp."[10]
Emzivaded e voe Ronald, 12 vloaz, hag e vreur Arthur, 10 vloaz. A-raok mervel he devoa o mamm o fiziet d'ur mignon tost dezhi, an Tad Francis Xavier Morgan eus ar Birmingham Oratory e karter Edgbaston, ha roet kefridi dezhañ da zesevel an daou vugel evel katoliked a-zoare. En Edgbaston e voe skoliataet Ronald e King Edward's School (kentañ derez) hag e St. Philip's School (eil derez), skolioù katolik an daou.[5] Koun a reas Tolkien eus Father Francis e 1965 en ul lizher d'e vab Michael : "Un Tory hanter Gembread, hanter Spagnol, eus ur renkad uhel e oa, ha da lod e seblante bezañ unan a farde kozh labennoù. Bez e oa – ha ne oa ket. Karitez ha pardon a zeskis gantañ da gentañ; ha dre e c'houloù e toullas an deñvalijenn 'frankizour' a zeuen eus outi zoken, me hag a anaveze gwelloc'h Bloody Mary eget Mamm Jezuz — ne veze james graet anv eus outi war-bouez evel objed un azeul a-dreuz gant ar Romanisted."[11][12]
Abred en e grennardiezh en em gavas Tolkien gant ur yezh kalvedazel, animalic, goveliet gant e gouzined Mary ha Marjorie Incledon, pa oa eñ o studial latin hag hensaozneg d'ar mare-se. Buan e kolljont interest en "animaleg" met Mary ha tud all, Tolkien en o zouez, az eas da c'hoveliañ ur yezh kemplesoc'h c'hoazh, an nevbosh. Da c'houde e krouas Tolkien e-unan an naffarin.[13] Esperanteg a zeskas Tolkien a-raok 1909. War-dro an 10 a viz Even eus ar bloavezh-se e aozas "The Book of Foxrook", un dornlevr c'hwezek pajenn, ennañ skouerioù koshañ e lizherennegoù.[14] Un nebeud testennoù berr zo skrivet en esperanteg.[15]
E 1911 e savas Ronald gant e vignoned eus King Edward's School Rob Gilson, Christopher Wiseman hag ar barzh Geoffrey Bache Smith an Tea Club Barrovian Society(T. C. B. S.), peogwir e oant boaziet da gaout te er Barrow's Stores, hag e levraoueg ar skol, ar pezh a oa difennet e gwirionez.[5] Goude bezañ kuitaet ar skol e kendalc'has T. C. B. S. d'en em vodañ ha delc'her a rejont ur c'huzul-meur e Londrez e miz Kerzu 1914. Diwar levezon G. B. Smith e tivizas J. R. R. Tolkien da skrivañ barzhonegoù.
E 1911 ez eas Tolkien da vakañsiñ e Suis e-pad an hañv. Dalc'het en doa ur soñj kaer ha resis eus e veaj, e-giz ma embannas en ul lizher kaset e 1968,[12] e-lec'h ma notenne levezon ar veaj war hini Bilbo e Menezioù Koumoulek, dresit-holl ur valeadeg a 12 etre Interlaken ha Lauterbrunnen a-raok kampiñ nepell eus Mürren. Seizh vloz hag hanterkant da c'houde e koune Tolkien e gerse en ur gimiadiñ diouzh gweled an erc'h peurbadel e Jungfrau ha Silberhorn, a droas d'ar menez Silvertine (Celebdil) en e skridoù.[16]
E miz Here ar bloaz-se e krogas Ronald gant e studioù en Exeter College en Oxford. Eno e choazas ar studioù klasel,a-raok cheñch e vennozh e 1913 ha treiñ war-du ar saozneg hag al lennegezh. E 1915 e voe diplomet gant an enoroù brasañ.[17] E-touez e heñchourien en Oxford e voe Joseph Wright, en doa skrivet Primer of the Gothic Language en doa levezonet Tolkien er skol.[5]
E 1908 e voe kaset mibien Mabel d'un ti-lojañ en Edgbaston. Eno e reas Tolkien, 16 vloaz, anaoudegezh gant Edith Bratt, 19 vloaz, a oa lojadez eno hag emzivadez ivez. Kemer a rejont ar boaz da vont d'ar saloñsoù-te e Birmingham, unan dreist-holl a oa ur pondalez ennañ a-us d'ar straed. Boaz e vezent da vannañ tammoù sukr war an dud, o cheñch taol pa veze goullo ar voestig.[5] Karantez a ziwanas enno e 1909. E 1909 ivez, King Edward's School a zeroas da Ronald ur yalc'had evit ma c'hellje kenderc'hel gant e studioù en ensavadur, ma voe un danvez ofiser er British Army.
Gward Tolkien, an Tad Morgan, a gave dipitus karantez Tolkien evit Edith, ur vaouez koshoc'h ha protestantez dreist-holl.[12] Tolkien e-unan a skrivas e oa ken start ar jeu e tigreske e notennoù er skol.[12] A-benn ar fin, e 1910, e savas an Tad Morgan enep afer karantez Tolkien hag e verzas outañ kejañ outi, ha skrivañ dezhi zoken, betek e 21 bloaz (3 Genver 1913). Sentiñ a reas Tolkien,[7] war-bouez ur wech : kerkent e kinnigas an aztad troc'hañ pep skoazell dezhañ ma skrivje ur wezh ouzhpenn.[5]
D'an 3 a viz Genver 1913, oadet 21 bloaz, e skrivas Ronald da Edith, a oa o chom e ti ur mignon d'he familh, C.H. Jessop, e Cheltenham, da embann e kare anezhi c'hoazh ha da c'houlenn eurediñ dezhi. Edith a respontas he doa asantet da ginnig George Field, breur unan eus he mignoned skol nesañ, dija, met en he lizher e anzavas he doa graet kement-se peogwir e krede dezhi bout bet ankouaet gant Tolkien. Met displegañ a reas e oa cheñchet pep tra gant lizher Tolkien.[5]
D'an 8 a viz Genver e veajas Tolkien betek Cheltenham gant an tren hag en em gavas gant Edith en ti-gar. An daou a bourmenas er maezioù, azezañ dindan ur pont-houarn ha kaozeal. E fin an devezh he doa asantet Edith da ginnig Tolkien. Skrivañ a reas da George Field ha distreiñ a reas he gwalenn-dimez dezhañ. Ne voe ket kemeret mat ar c'heloù gant Field da gentañ, ha nebeutoc'h c'hoazh gant e familh, en em santas kunujennet.[5] Jessop a skrivas da ward Edith pa zeskas diviz ar vaouez yaouank : "N'em eus netra da lavaret a-enep Tolkien, un den desket eo, met paour-razh eo e choazoù evit an amzer da zont ha peur e vezo gouest da zimeziñ ne welan ket. Ma vije war ur vicher c'hoazh e vije disheñvel."[18]
A-c'houde he diviz ez asantas Edith, a-enep d'he santimant, ha diwar goulenn Tolkien, kemm kredenn ha treiñ ouzh ar gatoligiezh. Jessop, evel leun a dud eus e oad ha eus e renkad, a oa a-enep ar Gatoliked, ar pezh a dalvezas dezhi bout skarzhet er-maez eus e lojeiz e Cheltenham.[5]
E miz Genver 1913 end-eeun e voe embannet an dimez e Birmingham hag euredet en Iliz Santez-Maria an Azvent e-barzh e Warwick d'an 22 a viz Meurzh 1916.[5] En ul lizher bet kaset e 1941 d'e vab Michael e embannas Tolkien pegen bamet e oa dirak youl e wreg da zimeziñ gant un den dilabour, nebeut a arc'hant gantañ ha dazont ebet war-bouez bezañ lazhet er Brezel Bras.[12]
Pan eas ar Rouantelezh-Unanet d'ar Brezel-bed kentañ e miz Eost 1914 e tibabas Ronald, en desped d'an taloù krizet en e familh, mont betek penn e studioù e-lec'h mont diouzhtu d'an talbenn. E miz Kerzu 1914 e voe dalc'het emvod diwezhañ T. C. B. S. e ti Ch. Wiseman e Londrez, hag e 1915 e voe diplomet J. R. R. Tolkien gant ar meneg uhelañ, First-class honours. D'ar 15 a viz Gouere 1915 ez eas da vesletanant er Lancashire Fusiliers, ma voe stummet e-pad unnek miz e Staffordshire.
D'an 22 a viz Meurzh 1916 e voe euredet J. R. R. Tolkien hag Edith Mary Bratt en iliz katolik Warwick ; goude-se ez ejont da lojañ en un tiig e Little Haywood, nepell diouzh ar c'hamp-stummañ. D'an 2 a viz Mezheven e voe kaset Ronald da Bro-C'hall.
Da c'hortoz ma vije dezverket ur post dezhañ e skrivas ur varzhoneg, The Lonely Isle, hag e skrivas lizheroù da Edith ; rineget e oa al lizheroù-se evit tremen dreist kontrollerezh ar British Army.
E deroù miz Gouere 1916 en em gavas ar besletanant Tolkien e penn ur batailhon e talbenn Emgann ar Somme, unan eus emgannoù gwadekañ Istor Mab-den. D'ar 27 a viz Here, pa oa an emgann nes da echuiñ (18 a viz Du) hag e batailhon o tagañ Staufen Riegel e-kichen Le Sars, e voe diskaret gant terzhienn a trañcheoù, evel 25% eus ar soudarded vreizhveuriat, en abeg d'al laou. D'an 8 a viz Du e voe advroet hag e tistroas davet Edith e Little Haywood.
D'ar 17 a viz Du 1917 e voe ganet John Francis Reuel Tolkien, mab henañ Ronald ha Edith.
Gwan ha treut e voe J. R. R. Tolkien a-hed an nemorant eus ar bloavezhioù betek dibenn ar brezel e 1918. Dre ma oa bet disklêriet dic'houest da sammañ kargoù reizh e renk e voe gwech e gwarnizon, gwech all en ospital. Da get e oa aet an darn vrasañ eus e vatailhon Lancashire Fusiliers en Emgann ar Somme, ma oa bet lazhet ivez an darn vrasañ eus e vignoned, en o zouez Rob Gilson ha Geoffrey B. Smith, a oa bet gazet.
Meur a wech e klañvaas en-dro e 1917 ha 1918, met gouest e voe da labourat e kampoù ar British Army a vare da vare. D'ar 6 a viz Genver 1918 e voe anvet da letanant ha d'ar 16 a viz Gouere 1919 e voe digevodet ez-ofisiel, en e 27vet bloavezh.
Bloaz war-lerc'h, d'an 22 a viz Here 1920, e voe ganet Michael Hilary Reuel, eil mab an tiegezh ; d'an 3 a viz Du 1920 e voe lakaet an tad war e leve letanant hag e kuitaas ar British Army[19].
P'edo o klask diglañvaat e Staffordshire e voulc'has J. R. R. Tolkien skrivañ The Book of Lost Tales, ma vennas sevel ur gwengelouriezh evit Bro-Saoz.
Kentañ labour a gavas goude bout bet disoudardet e voe en Oxford English Dictionary (OED) ma voe karget da blediñ gant istor ha gerdarzh ar gerioù a orin germanek o kregiñ gant al lizherenn W. Goude-se e voe anvet da veskelenner war ar saozneg e skol-veur Leeds, ma'z embannas A Middle English Vocabulary e 1922.
D'an 21 a viz Du 1924 e voe ganet trede mab an tiegezh Tolkien, Christopher John Reueul.
E 1925 ez embannas Ronald e droidigezh eus Sir Gawain and the Green Knight diwar Sir Gawayn and þe Grene Knyȝt, unan eus mojennoù Arzhur. E Leeds e labouras war e droidigezh eus Beowulf, a echuas e 1926 ; diembann e voe al levr betek 2014, ar bloaz ma voe kaset d'ar moullañ gant e vab Christopher.
E 1925 e kuitaas Leeds da zistreiñ da Oxford ma voe kelenner war an Hensaozneg (Ænglisc) e Pembroke College.
D'an 18 a viz Mezheven 1929 e voe ganet Priscilla Mary Anne Reuel Tolkien, merc'h ha bugel diwezhañ Ronald hag Edith.
En Oxford e 1932 ez embannas J. R. R. Tolkien un arnodskrid diwar-benn orin anv an doue keltiek Nodens.
Pa oa an tiegezh o vevañ en Oxford e skrivas J. R. R. Tolkien The Hobbit (1937) ha div levrenn gentañ The Lord of the Rings (1954).
E 1936 e skrivas J. R. R. Tolkien ur pennad diwar-benn Beowulf: The Monsters and the Critics, a zo lakaet bremañ da ziazez kement enklask sirius[20].
E miz Genver 1939 ez asantas ar c'helenner Tolkien, 47 vloaz, labourat evit servij ar rinegouriezh e maodierniezh an Aferioù Estren en ken degouezh ma vije riskloù e-kerzh an Eil brezel-bed ; stummet e voe, hag e miz Here e voe lavaret dezhañ ne oa ket ezhomm anezhañ.
E 1945 e voe anvet da gelenner war ar saozneg hag al lennegezh e Merton College, Oxford, hag a voe e bost diwezhañ. Eno e skrivas trede levrenn The Lord og=f the Rings e 1948 hag e troas Levr Yona evit The Jerusalem Bible, a voe embannet e 1966[21].
E 1959, oadet 67 vloaz, ez eas ar c'helenner Tolkien war e leve. Ken brudet e voe er bloavezhioù 1960 ma voe pinvidik a-walc'h evit prenañ un ti e Bournemouth, Dorset d'ar mare[22].
D'an 29 a viz Du 1971 e varvas Edith, oadet 82 vloaz, ha sebeliet e voe e Wolvercote Cemetery en Oxford. Bloaz goude e voe lakaet he fried da Gomandour en Urzh an Impalaeriezh Vreizhveuriat gant ar rouanez Elizabeth II : er memes bloaz e voe lakaet da Zoktor al Lizhiri gant skol-veur Oxford.
An anv Lúthien a voe engravet war bez Edith diwar goulenn Ronald ; pa varvas-eñ d'an 2 a viz Gwengolo 1973, oadet 81 bloaz, e voe beziet e-kichen e wreg hag engravet e voe Beren dindan e anv, kement-se diwar an oberenn Beren and Lúthien (skrivet e 1917, embannet e 2017) hag a gont istor karantez ha troioù-kaer an den marvel Man Berien hag an elfez divarvel Lúthien Tinúviel.
Petra bennak ma ne oa ket gwall greñv al luskad ekologel da vare J. R. R. Tolkien e c'heller kendastum diwar e oberennoù, The Lord of the Rings pergen, e touje d'an Natur hag e veze mantret gant an distrujoù degaset enni ar sevenadur greantel.
Ur frankizour dasparzhelour e oa J. R. R. Tolkien, petra bennak ma oa hengounelour hag unpennelour ivez.
En ul lizher a skrivas d'e vab Christopher, deiziadet 29 a viz Du 1943, e tisklêrias ar c'helenner bout troet mui-ouzh-mui gant an anveliouriezh. E 1936 dija e lavare sevel a-du gant diframmadur Impalaeriezh Breizh-Veur ha zoken hini ar Rouantelezh-Unanet.
Enep-komunour e oa, abalamour ma veze brudet ar gomunourien evit distruj ilizoù ha lazhañ beleien ha leanezed.
Enep Jozef Stalin, Adolf Hitler hag an naziegezh e savas a-raok an Eil brezel-bed. Diouzh un tu all e savas e vouezh, e 1945, enep ar « brezel klok » renet gant ar Gevredidi : arabat e oa, emezañ, lazhañ tud nann-soudard en Impalaeriezh Japan hag er Reich war zigarez e oant Japaniz pe Alamaned. Spontet-meurbet e voe gant bombezadegoù Hiroshima ha Nagasaki.
Kazout a rae J. R. R. Tolkien heuliadoù ar greanterezh, pa zistrujent maezioù Bro-Saoz hag an doareoù eeun de vevañ er vro ; gwell e oa dezhañ mont war varc'h-houarn eget implijout ur c'harr-tan.
Ur c'hristen katolik roman deol e oa J. R. R. Tolkien ; dont a reas a-benn da zistreiñ C. S. Lewis diouzh an dizoueegezh, met dipitet e voe pan emezelas e vignon en Iliz Bro-Saoz.
(Renket diouzh bloavezh an embann)
(Renket diouzh bloavezh an embann)
|