Kaledonia, pe Caledonia e latin, eo an anv kozh a veze roet d'al lodenn eus Enez Vreizh a zo en hanternoz da voger Hadrian, hag a oa neuze bro ar Bikted, chomet dizalc'h diouzh krabanoù Impalaeriezh Roma, daoust da droiad-vrezel Gnaeus Julius Agricola er bloaz 84.

Pa voe aloubet gant ar Skoted e teuas da vout Scotia, anv latin Bro-Skos.

Orin an anv

Menez Sìdh Chailleann

Talvoudegezh :

Savet eo an anv diwar ar wrizienn bredenek caletos « kalet », a gaver en anv ur meuriad pikt anvet Caledonii, a oa marteze unan eus ar re c'halloudusañ. O anv a gaver ivez e Dùnchailden / Dùn Chailleann, anv gouezelek kêr Dunkeld, a dalvez kement ha « kreñvlec'h pobl ar g-Caledonii », hag en anv ar menez Sìdh Chailleann pe Schiehallion, « Boudig ar g-Caledonii ». Ivez Schiehallion ha Rohallion, e Perthshire.

Hervez Moffat (2005) e teu an anv eus caled. Marteze abalamour d'ar vro kalet ha roc'hellek, pe marteze bro an dud kalet[2]. Keay ha Keay (1994) avat a soñj gante eo un anv ragindezeuropek[3].

Gwelout ivez : Ancalites = ar re kreñv

Gwelout ivez : Nennius 56, diwar-ben un emgann ar Roue Arzhur : bellum in silva Calidonis (Celidonis), id est Cat Coit Celidon ( = emgann Koad Kalidon, e kembraeg Coed Celyddon)

Dihelloù

Implijet eo bet an anv Caledonia gant Tacitus, Ptoleme, Marcus Annaeus Lucanus ha Plinius kozh. Lavaret e veze ivez Pictavia, da lavarout eo Bro ar Bikted[4].

Pelec'h e oant o chom

N'ouzer ket gwall vat pelec'h e oa Caledonia ar Romaned, ha ne oa ket harzoù anavezet[5] E-pad an troiadoù brezel berrbad graet gant ar Romaned e kreiz Kaledonia hag en hanternoz anezhi,[6]. e oa bet marteze ebarzhet douaroù zo e proviñs Britannia, ha Britannia a veze graet gant ar Romaned, abaoe a-raok o alaoubadeg, eus Enez Vreizh penn-da-benn.

Bro all

Abaoe meur a gantved e vez implijet Caledonia e saozneg evel un anv romantel roet da Vro-Skos.

Adkemeret eo bet an anv d'ober Kaledonia-Nevez, an anv roet gant ar c'habiten saoz James Cook, a oa skosat e dad, d'an enezenn er Meurvor Habask.

Anv

Levrlennadur

Liammoù diavaez

Notennoù

  1. A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982
  2. Moffat (2005) p. 22.
  3. Keay (1994) p. 123.
  4. A. Moffat (2005) pp. 21-22.
  5. En Encyclopædia Britannica (1911) e lenner kement-mañ: "ur meuriad Caledones" zo "meneget gant an douaroniour Ptolemaios evel o vevañ etre harzoù ha n'haller ket resisaat".
  6. Bezañs armeoù Roma e Skos a badas un tamm muioc'h eget 40 vloaz, evit an darn vrasañ eus ar vro aloubet, ha 80 bloaz en holl a-hend-all. N'eo ket bet an hanter eus Skos dindan ar Romaned gwech ebet. Gwelout Hanson (2003) p. 198.