Kammbronn | |
---|---|
Melestradurezh | |
Broad | Kernev-Veur |
Maerez (2008-2009) | Itron J. Charman |
Klerg ar barrez keodedel | |
Lec'hienn ofisiel Ti-Kêr Kammbronn | |
Douaroniezh | |
Gorread | km2 |
Poblañs (2001) | 20 010 annezad |
Tudegezh | ann./ km2 |
Dilennadegoù | |
Pastell dilennel da Di ar C'humunioù | Aberfal ha Kammbronn |
Pastelloù dilennel da Guzul Kernev-Veur | |
Pastelloù dilennel da Guzul-kêr Resrudh | |
Pellgehenterezh | |
Boneg post | TR 14 |
Kêr-dave post | Kammbronn |
Boneg pellgomz | 01209 |
Ur gêr eus Kernev-Veur eo Kammbronn (LFE: [kam'brɔn:], Camborne e saozneg). 20 010 den a oa o chom eno e 2001, ha 45 000 en tolpad kêrioù a-bezh (gant Rysrudh).
Gevellet eo Kammbronn gant Santez-Anna-Wened.
Dont a ra an anv Kammbronn eus "kamm" ha "bre" (kar d'ar c'hembraeg "bryn"), tost d'ar ger bronn (heñvelstumm eo bre ha bronn). Stag eo an anv eus buhez ar sant brezhon Meriadeg.
Brudet eo bet Kammbronn er broioù saoznek abalamour d'ar mengleuzioù staen ha kouevr a oa er c'hornad.
Brud he deus tapet Kammbronn gant embannadur romant Alan M. Kent Proper job, Charlie Curnow ! e 2005, a c'hoarvez e Trelawney Estate.
|