Ur bajenn disheñvelout anvioù-tud eo homañ, da lavarout eo ur roll anvioù-tud ha pennadoù hag a zo kar a dost pe a bell. Ma'z oc'h bet degaset amañ dre ul liamm diabarzh hoc'h eus kavet e-barzh ur pennad e c'hallit kemmañ al liamm, d'e wellaat, evit m'ho kaso war-eeun d'ar bajenn emaoc'h o klask.

Kentigern a zo un anv-badez brezhonek, diwar kent (kentañ?) ha tigern, tiern. Cyndeyrn eo an anv kembraek a vremañ.

Tud

Anv daou zen brudet e mojennoù kozh an Hanternoz kozh eo Kentigern.

Displeg

Owain an hini e vije tad Kentigern mab Owain. Peseurt Owain? Owain mab Urien neuze, hag Urien Rheged an tad-kozh. Met hervez ar vojenn e oa sant Kentigern an hini a oa mab da Owain. Da neuze ne vije ket daou Gentigern met unan. Ha ma ne oa nemet unan e oa roue Rheged sant Kentigern? Sed ha n'eo ket diskoulmet c'hoazh.