Ostrakon, warnañ anv Kimon, 486 pe 461 a-raok J.-K., Mirdi Agora kozh Aten

Kimon (en henc'hresianeg, ΚίμωνKimōn) (510, Aten – 450 kent J.-K., e Citium, e Kiprenez), a oa un den Stad eus Aten en Henamzer, strategos e oa, ha politiker pennañ ar geoded e-kreiz ar Vvet kantved. Mab e oa da Miltiades, trec'her Maraton. Kimon en doe ur roll a-bouez e krouidigezh impalaeriezh Aten war vor da-heul c'hwitadenn an eil aloubadeg eus Henchres gant Kserses I e 480-479 kent J.-K.. Kimon a zeuas da vezañ un haroz eus ar brezelioù en Aten. Dont a reas da vezañ amiral goude m'en doe kemeret perzh en Emgann Salamis.

Unan eus kurioù brasañ Kimon a voe distruj ur strollad listri hag un arme persian war glann ar ster Eurimedon e 466 kent J.-K.. E 462 a-raok J.-K. e renas un ergerzhadeg c'hwitet da skoazellañ Sparta e-pad emsavadeg an hiloted. Da-heul an darvoud-se e voe ostrakizet eus Aten e 461 kent J.-K.. Koulskoude e voe galvet en-dro eus e harlu a-raok diwezh an dek vloaz ostrakadur da sevel un emglev peoc'h pemp bloaz e 451 kent J.-K. etre Sparta hag Aten. Kimon a renas ivez strollad brientinien Aten a-enep Perikles hag enebiñ a reas ouzh dispac'h demokratel Efialtes o klask derc'hel kontrol strollad ar vrientinien war ensavadurioù Aten.

Notennoù


Levrlennadur

Liammoù diavaez