Kromozom

Ar c'hromozom (diwar ar gresianeg χρῶμα/chroma liv ha σῶμα/soma korf) zo un elfenn graet gant TDN ha proteinoù (an histonoù) er c'helligoù.

Er c'hromozom emañ an titouroù genetik hag a vez dasparzhet e pep kellig dre ar rannadur kelligel.


Lec'hiadur er gellig

Diouzh ar gellig eo.

Kromozomoù ar c'helligoù eukariot

Kromatin fetisaet a ya d'ober ar c'hromozomoù. Cheñch a ra stumm ar c'hromatin diouzh prantadoù ar c'helc'hiad kelligel.

Stumm

An aliesañ zo stumm un X gant ar c'hromozom, gant div vrec'h hir ha div vrec'h verr, liammet er poent anvet santromer.

Diouzh al lec'h m'emañ ar santromer e vez disheñvelaet ar c'hromozomoù :

Kromozomoù direizh a c'hell bezañ ivez :

Kariotip

Heñvel eo kariotip bevedegoù ar memes spesad. Er c'helligoù somatek ez eus bep a div skouerenn kromozom. Ur skouerenn hepken zo er c'helligoù seksel.

Kromozomoù ar c'helligoù prokariot

E darn vrasañ ar bakteri eo kelc'hiek ar c'hromozom.