La grammaire bretonne pour tous[1] zo ul levr yezhadur, embannet gant An Alarc'h Embannadurioù e 2008 diwar danvez dastumet gant Eugène Chalm. Un embannadur brezhonek zo anv da gaout.
Evezhiadennoù
N'eo ket merket orin ar skouerioù : marteze int bet ijinet gant ar skridaozerien, evel a c'hoarvez alies er yezhadurioù (Merser, Trepos).
Pajenn E-86 e lenner, en embannadur kentañ : Avec nemet. ... l'utilisation de ket entraînant une phrase de sens contraire : Ne ra ket nemet debriñ ha kousket. Il/elle ne fait pas que manger et dormir. "N'eus nemet" ha "n'eus ket nemet " zo heñvel o ster, koulskoude. Reizhet eo bet ar rannbennad-se en adembannadur eus al levr.