Ulrich von Zatzikhoven ha kentañ gwerzennoù e Lanzelet e Dornskrid Heidelberg.

Lanzelet zo ur romant alamanek e gwerzennoù, 9 400 linenn zo anezhañ, savet gant Ulrich von Zatzikhoven goude 1194. Ar skrid kentañ diwar-benn Lanselod en alamaneg eo[1], rak diwar-benn tud all eo oberennoù Walther von der Vogelweide, Hartmann von Aue ha Wolfram von Eschenbach.

Savet eo diwar ul levr gallek a greder. Heñvelderioù zo gant Lanselod Chrétien de Troyes, evel skrapidigezh Lanselod pa oa ganet. Hogen disheñvelderioù bras zo ivez. Dalc'hmat e vez hini Chrétien etre paouez hag ober pa vez dinec'h-bras hini Zatzikhoven.

Orin al levr

Hugues de Morville, unan eus muntrerien Thomas Becket.

N'eo ket ur skrid ganet eus faltazi Zatzikhoven, met un droidigezh, emezañ, diwar ur skrid gallek :

« Hen lavarout a fell din: netra n'em eus tennet na lakaet ouzhpenn d'ar pezh a gaver en ul levr gallek am eus graet anaoudegezh gantañ evit ar wech kentañ pa voe prizoniet roue bro-Saoz, hervez youl Doue, gant an dug Leopold, a lakeas ur priz daspren hir-mat dezhañ.  »

Dornskridoù ha treuzskrivadurioù

Daou zornskrid zo deuet betek ennomp. Ouzhpenn se e c'haller menegiñ tammoù a bep seurt.

Liammoù diavaez

Embannadurioù

Troidigezhioù e yezhoù all

Levrlennadur

Notennoù

  1. (fr)Wolfgang Spiewok/Danielle Buschinger, Histoire de la littérature allemande du Moyen Age, Nathan, 1992, p.163.
  2. (de)Florian Kragl, op. cit., p.830.

Pennadoù kar