Stad | Rouantelezh-Unanet ![]() |
---|---|
E tiriad | Northumberland ![]() |
Kontelezh istorel | Northumberland ![]() |
War ribl | Mor an Hanternoz ![]() |
Daveennoù douaroniel | 55°40′48″N 1°48′9″W ![]() |
Kod-post | TD15 ![]() |
Daveennoù an Ordnance Survey | NU129420 ![]() |
Lindisfarne, anvet ivez Holy Island, zo un enezenn e biz Bro-Saoz, e Northumberland, er reter d'an hent etre Dinedin ha Newcastle upon Tyne. 162 a dud zo o chom enni, ur c'hastell hag un abati warni.
E hengembraeg e oa Medcaut hec'h anv, hervez skrid Historia Brittonum, eus an IXvet kantved. Hervez Andrew Breeze e teufe an anv-se eus ar gerioù latin Medicata (Insula), "Enez al louzoù", ha marteze e oa brudet he zachenn evel louzaoueg.
Hervez Historia Brittonum, e oa bet emgannoù er VIvet kantved, hag e oa deuet Urien Rheged ha rouaned all eus an Hanternoz kozh, Rhydderch Hael, roue Ystrad Clud, da vrezeliñ ouzh an Angled, renet gant Theodoric, ha padet tri deiz ha teir noz.
A-bouez eo bet abati Lindisfarne er Grennamzer, e rouantelezh Northumbria. Krouet e oa bet gant Aidan, ur manac'h iwerzhonat, deuet eus Iona, en Inizi Gall, war c'houlenn ar roue Oswald Northumbria war-dro 635.
Brudet eo Cuthbert Lindisfarne a voe abad eno, hag an ebed Eadfrith hag Eadberht.
Alese e vije aet Ivi, ar sant brezhon, pe moarvat iwerzhonat, en deus roet e anv da Sant-Divi e Bro-Leon, da Sant-Ivi e Kernev ha da veur a lec'h all e Breizh (Pondivi, Logivi...).
Er bloavezhioù 700 e voe savet Avieloù Lindisfarne en abati. E 793 e tegouezhas armeadoù Lec'hlenniz, marteze ar re gentañ o lammat gant Bro-Saoz. Dre ma vezent niverusoc'h ez eas kuit ar venec'h. Goude alobadeg an Normaned e 1066 e voe savet ur prioldi en enez.
E 1550 e voe savet ur c'hastell bihan.