Manaveg (Gaelg) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Manav |
Rannved : | |
Komzet gant : | 1689 (2001) 46 mammyezher (2005) |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek Yezhoù keltiek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Implijet gant an Tinvaal |
Akademiezh : | Coonceil ny Gaelgey |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | gv |
ISO 639-2 | glv |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | GLV |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ar manaveg zo unan eus ar yezhoù gouezelek, a gomzer en Enez Vanav, etre Breizh-Veur hag Iwerzhon. Kar-nes eo da skoseg. Levezonet eo bet gant ar yezhoù skandinavek.
En XVIIIvet kantved e oa bev-mat ar manaveg : komzet e veze ar yezh gant 20 000 a dud, da lavarout eo, koulz lavaret, an holl dud a oa o chom en enezenn neuze. E 1765 e voe staget an Enez ouzh Rouantelezh Breizh-Veur, ha gwasket e voe ar yezh adalek ar mare-se. E 1899 e voe savet ur gevredigezh evit mirout ar yezh, Yn Çheshaght Ghailckagh (ar gevredigezh ouezelek). Er bloavezhioù 1930 ne veze kaozeet manaveg evel yezh vamm, nemet gant un nebeud tud. O niver a yae betek 20 e 1946. Er bloavezhioù 1950 e voe kroget gant Yn Çheshaght Ghailckagh d'enrollañ ar gomzerien diwezhañ. An hini diwezhañ anezho, Ned Maddrell, a varvas e 1974.
N’eus roud skrivet ebet eus ar manaveg a-raok ar XVIIvet kantved. Skridoù relijiel evel ar Bibl a voe troet e manaveg er XVIIvet hag en XVIIIvet kantved. An testennoù a zo bet embannet abaoe zo skridoù relijiel ha kanaouennoù dreist-holl.
Gwall zisheñvel eo doare-skrivañ ar manaveg diouzh hini an iwerzhoneg pe hini skoseg. Bez' ez eo un doare levezonet gant boazioù skrivañ ar saozneg.