Siell ofisiel Mossad

Mossad (anv klok : המוסד למודיעין ולתפקידים מיוחדים hag a dalvez « Ensavadur evit an titouroù hag an aferioù ispisial », Mossad a dalvez « ensavadur ») a zo unan eus teir ajañs titouriñ Israel.

Titouroù hollek

Perzh

Mossad a zo unan eus ajañsoù titouriñ Israel, evel Aman (titouroù arme) ha Shabak (surentez diabarzh). Rentañ a ra kont d'ar chentañ ministr nemetken. War dachenn Mossad emañ an titouriñ, an ene-sponterezh, an oberiadennoù ispisial e diavaez Israel hag an tiriadoù palestinian aloubet (hag a vez evezhiet gant Shabak, bet anvet Shin Beth, servij diabarzh an enep-spiañ hag an enep-sponterezh). Staliet eo ar pennoù-bras e Tel Aviv, ha soñjal a reer ez eus war-dro 1500 implijiad. Perzh Mossad a c'haller keñveriañ gant hini Secret Intelligence Service ha hini CIA. Perzhioù dibar a zo ivez, hag a zo stag ouzh istor Israel : sikour a ra ivez ar re a fell dezho kas o aliyah (distro da Israel) da benn, pa vez difennet outo en ober.

Istor

Diwanet eo bet Mossad diwar ar pezh a chome eus SHAY, hag a oa servij titouroù Haganah, ur milis kuzh a oa e garg diwall diouzh surentez ar Yuzevien e Palestina abaoe deroù an XXvet kantved. Diwar Haganah (« difenn » e hebraeg) e voe krouet Tsahal, goude krouidigezh Israel e miz Mae 1948. E miz Gouere 1949 e kinnigas Reuven Shiloah, (hag a genlaboure gant David Ben Gurion) sevel un ensavadur kreiz a-benn aozañ ha kenurzhiañ ar servijoù surentez ha titouriñ. D'an 13 a viz Kerzu 1949 ec'h asantas Ben Gurion e vefe e vefe savet an ensavadur kenurzhiañ-se (politikerezh, kenurzhiañ servikoù ar surentez diabarzh hg an titouriñ arme) : evel-se e voe krouet Mossad. Dindan galloud kentañ ministr Israel emañ.

Kevrennoù Mossad

Eizh rann a gaver e Mossad, met ne c'haller ket gouzout ez-resis penaos eo o aozadur diabarzh.

Taolioù brudet

Eli Cohen a oa ur spier israelat brudet. Degemeret e voe e Mossad er bloavezhioù 1960. En em silañ a reas e renkoù uhel gouarnamant Siria, hag e-pad daou vloaz e kasas titouroù strategiezh da Israel a-raok bezañ dizoloet. Daoust d'ar c'hlemmoù o tont eus ar bed a-bezh e vo krouget war wel an holl.

Wolfgang Lotz, ur spier all, a zeuas a-benn da skoulmañ darempredoù mat gant pennoù-bras arme ha polis Egipt, hag evel-se e teuas a-benn da zastum titouroù prizius war un diazlec'h fuc'helloù hag ivez diwar-benn ur raktres fuc'helloù diorrenet gant skiantourien alaman. Etre 1962 ha 1963 e voe kaset un oberiadenn da benn, ha meur a zen e karg eus ar raktres a voe lazhet.

E miz Kerzu 1969 e laeras obererien Mossad eizh lestr-ged bet urzhiet digant Bro-C'hall ha lakaet dindan embargo gant [[Charles de Gaulle]. Brudet e voe an taol dindan an anv taol listri-ged Cherbourg.

E 1960e skrapas Mossad an torfedour brezel nazi Adolf Eichmann e Buenos Aires (Arc'hantina). Kaset e voe an taol da benn gant Rafi Eitan, ha meur a vloaz e padas an enklask. Eichmann a voe kaset da Israel a-benn bezañ barnet ha kondaonet d'ar marv. Un taol heñvel a voe aozet a-benn tapout Joseph Mengele, met c'hwitañ a reas.

Er bloavezhioù 1970 e voe lazhet meur a ezel eus ar strollad sponterien anvet Gwengolo du, hag en doa graet war-dro skrapañ ha lazhañ 11 atlet israelat e-pad c'hoarioù olimpek München e 1972.

E miz Ebrel 1988 e voe kaset un unvez ispisial a-benn aloubiñ un ti didan evezh e Tunis, ha lazhet e voe Abou Jihad, un den tost ouzh Yasser Arafat, hag e karg eus raktresañ gwalldaolioù a-enep da Israel.

Gerald Bull, ur skiantour kanadian hag ijiner ar raktres anvet « Super Gun » evit Irak, a voe muntret en e ranndi e Brussel e miz Meurzh 1990. Dilezet e voe ar raktres.

C'hwitadennoù a zo bet ivez, evel ma c'hoarvez gant forzh peseurt ajañs titouriñ.

D'ar 7 a viz Genver 1974 e voe lazhet dre fazi Ahmed Bouchiki, ur mevel marokan, rak tennañ a rae da Ali Hassan Salameh, an den a oa bet e penn taol München e 1972. An darvoud-se a c'hoarvezas e Lillehammer (Norvegia). An obererien a gase an taol da benn a voe paket gant ar polis, ha c'hwec'h anezho a voe kondaonet d'an toull-bac'h. Israel a nac'has anzav he doa ul liamm bennak gant an afer. Koulskoude e voe kaset dic'haouioù d'ar familh gant Israel e 1996. Pa voe lazhet Yitzhak Rabin e miz Du 1995 e voe rediet rener Mossad, Shabtaï Shavit e anv, da reiñ e zilez. Ar jeneral Danny Yatom a gemeras e blas.

D'ar 24 a viz Gwengolo 1997 e voe kaset daou oberer da Jordania, bep a baseporzh kanadian ganto. Pal o c'hefridi a oa kontammiñ Khaled Mechaal, unan eus pennoù-bras Hamas. Dizoloet e voent ur wech graet an taol ganto. Un eskemm a voe, ha laosket e voent da vont en eskemm d'an enep-ampoezon, neuze e treuzvevas Mechaal, ha dieubet e voe ivez krouer Hamas, cheikh Ahmed Yassine e anv.

Izili vrudet Mossad

Geriaoueg

Renerien Mossad

Ad-renerien Mossad

Levrlennadur

Filmoù

Liamm diavaez