An nanoskiantoù ha nanoteknologiezhoù (eus an henc'hresianeg νάνος, « korr »), pe NST, a c'hall bezañ termenet evel hollad ar studiadennoù hag an doareoù da sevel ha da vaneañ frammoù (fizikel, kimiek pe biologek), stignadurioù ha reizhadoù danvezel e skeul an nanometr (nm), da lâret eo e renk braster an hed etre div atomenn[1].
Anavezet eo bet an nanodanvezioù evel danvezioù pistrius evit gwiadoù an Den hag ar c'helloù gounezet in vitro[2]. Studiañ a ra an nanopistrioniezh ar riskloù evit an endro hag ar yec'hed liammet ouzh an nanoteknologiezh.
Meur a viliard a zollaroù a vez postet evit an enklask hag evit diorren an nanoteknologiezhioù[3]. Europa he deus roet 1,3 miliard euro e-pad ar prantad 2002-2006[4] ha 3,5 miliards euro e-doug ar prantad 2007-2013[5]. E deroù ar bloavezhioù 2000, lod a ziougane e c'hallfe tizhout ar marc'had bloaziek er bed war-dro 1000 miliard a zollaroù amerikan adalek 2015 (hervez National Science Foundation e 2001), ha betek 3000 miliard a zollaroù (hervez Lux Research Inc e 2008)[6].