Pennwal
Iskevrennad eussystem board, periant Kemmañ
Rann eusurzhiataer Kemmañ
Anv berrMB Kemmañ
ManufacturerASUS, Intel, Gigabyte Technology, EVGA Corporation, ASRock Kemmañ
Staget ouzhmemory module, button cell Kemmañ
Dezverket dremotherboard form factor Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://stackoverflow.com/tags/motherboard Kemmañ
Pennwal A8N VM CSM, Asus's Flagship MicroATX

Lodenn bennañ un urzhiataer eo ar bennwal ("mainboard" pe "motherboard" e saozneg). Ar skor o kevaraezañ kennaskañ hollad an elfennoù pennañ an urzhiataer eo ar bennwal. Un amred kevanek bras eo o kaout warni kennaskerioù evit ar c'hartennoù askouezh, ar memor sonn ha bresk, ar c'hewerier, ar c'hennaskerioù evit ar c'hantennoù kalet hag ar c'hantennoù lem-laka....

Aroueziadurioù ar pennwalioù

Hervez pevar aroueziadur e c'heller anavezout ur bennwal :

Periad landreiñ ur bennwal

An trevnad, ar mentoù hag an aroueziadurioù tredanek a ra d'ober periad landreiñ ar bennwal. Da bourchas pennwalioù en araez da vezañ marc'het e-barzh klozennoù a bep seurt a verkoù disheñvel e oa bet ergrafet skoueriegezhioù azas :

> ATX skoueriekaet a zo e vent 305x244. Ur c'hennasker AGP a zo warni hag 6 kennasker PCI.

> Micro-ATX a zo peuzheñvel ouzh hini ATX hogen eo bihanoc'h (244x244) hag marc'hadmatoc'h. Ur c'hennasker AGP ha 3 PCI.

> Flex-ATX a zo peuzheñvel ouzh ar micro-ATX hogen e vez kinniget ganti ur gestouekded evit ar genderc'herien da azasaat anezhi ouzh o ezhommoù (o c'hlozennoù). Ur c'hennasker AGP ha 2 PCI.

> Mini-ATX a zo ur vent stumm kenan gant ur c'hennasker AGP ha 4 PCI.

> BTX skoueriekaet a vent 325x267,

> Micro-BTX a vent 264x267,

> Pico-BTX a vent 203x267

> Mini-ITX a vent 170x170 hag ul lec'h PCI nemetken,

> Nano-ITX a vent 120x120 hag ul lec'h mini-PCI.

Ar "chipset"

Un amred kevanek elektronek karget da genurzhiañ an ezkemmoù roadennoù etre parzhioù ar bennwal (kewerier, memorioù, busoù,...) eo ar "chipset". Kevanaet e vez ar "chipset" d'ar bennwal, setu perak e vez dibabet ur "chipset" pa vez prenet ur bennwal hag eo pouezus gouzout peseurt hini a glotfe ar muiañ gant an ezhommoù. Seul a-nevez e vo ar chipset seul spletoc'h e vo e-keñver gallusterioù ar bennwal. A-wechoù e vez kavet, kevanaet gant an amred "chipset", un amred sten pe gevregañ. Evel-se e c'heller ober hep kartenn askouezh kevregañ pe sten hogen gant ur berzhded leiañ.

Skor ar c'hewerier

War bep pennwal e vez kavet ur pe lies kewerier, hag ur skor kewerier da ziazezañ anezhañ warnañ. 2 rizh skor kewerier a zo :

Da aesaat diazez ar c'hewerier e oa bet ergrafet un avead arbennik anvet ZIF (Zero Insertion Force). Gant un dornell vihan e vez aesaet ebarzhiñ ar c'hewerier hep pouezañ warnañ ha pa vez izelaet an dornell e vez dalc'het mat en e blass.

War ar c'hewerier e vez lakaet ur gwenter hag ur distrewer grwez.

Kennaskerioù enankañ/ec'hankañ

War an dalbenn a-dreñv e vez kavet un niver kennaskerioù enankañ/ec'hankañ :

Rizh ar vemor ardoet gant ar bennwal

Hervez rizh ar vemor ardoet gant ar bennwal e vez kavet warni kennaskerioù a glot gant ar barrennigoù e c'heller sternañ outi (SDRAM pe rizhioù arall).

Ar parzhioù kevanaet

Un niver elfennoù kevanaet a zo gant ar bennwal :