Ar Pok, gant Francesco Hayez, e 1859
Ar Pok, Auguste Rodin, 1889

Ur pok zo ur stokadenn graet gant diweuz un den ouzh un den all, pe ouzh un dra all, da ziskouez karantez peurvuiañ, pe doujañs, mignoniezh, c'hoant revel.

Meur a seurt pokoù zo, hervez an doare-ober, gant muzelloù stardet pe gant muzelloù digor, hervez al lec'h ma lakaer an diweuz, war ar jod pe war ar reizh, hervez an dud a boker dezho, serc'h pe kerent.

Tud zo a bok da loened, skeudennoù, delwennoù, mein, douar. Un emzalc'h relijiel e c'hall bezañ, pe neuze oberoù awenet gant treuzkredennoù.

Bevoniezh

Pokoù etre daou Cynomys

Dizemglev zo etre an denoniourien da c'houzout pe un ober desket pe un emzalc'h naturel eo pokat. Pokat a c'hall kas da oberoù reizhel, pa c'hall an danvez embaridi c'hwesa ha blasa feromonoù.

Chas, kizhier, ezen[1], evned, ha loened all c'hoazh, a lip an eil egile, pe a lip tud a-wechoù. Hervez lod skiantourien ez eo kar an ober-se da bokat.

Pok ha korfadurezh

Pa vezer o pokat e lakaer kalz a gigennoù da labourat : 34 c'higenn eus an dremm, ha 112 all.

Evit pokoù zo e lakaer an teod e genoù an den all ; hennezh a vez graet ar pok martolod anezhañ a-wechoù[2] ; French kiss "pok gall a lavar ar saoznegerien).

Yec'hed

Kleñvedoù a c'heller tapout dre bokat d'an dud, pa vez viruzoù en halv : mononukleoz, herpes; ar SIDA] avat n'heller ket, goude ma vije c'hoarvezet ur wech e 1997 met abalamour ma oa gwad e halv an hini e oa[3].

Sevenadur

Ur merk a hoal hag a zoug karantezus eo ar pokoù.

E sevenadur ar C'hornôg hiziv e c'hall bezañ ur merk a vignoniezh ivez etre tud en em anavez hag a bok an eil d'egile d'en em saludiñ.

Kement-se a vez graet etre skolidi eus ar memes skol, etre tud er memes labour da skouer. [4]

N'eo ket an holl dud war an douar a ra pokoù.

Er c'hreisteiz d'ar Sahara, en Azia, e Polinezia, e-touez an Amerindianed, ne oa ket anavezet ar pokoù ken na oa bet degaset ar c'hiz gant tud Europa.

Relijion

Kristeniezh
Islam
Yuzevegezh

Pokoù brudet

Ar pokoù er yezh

Skeudennaoueg

Notennoù

  1. Hervez al lavar latin Asinus asinum fricat
  2. Geriadur Ménard, p. 134a.
  3. (en) The New York Times, 11/07/1997
  4. (en) The New York Times, 06/04/2006

Levrlennadur

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Pokat

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Pennadoù kar