Ur pennad Rastell (stered) zo ivez.
Rastell ouzh ur voger.
Rastell goad, da zastum foenn

Ur rastell (diwar ar ger latin rastellum) zo ur benveg dantek da zastum ha da verniañ traoù a zo war an douar: louzoù, deil ha teil. Disheñvel avat eo ar rastelloù hervez petra a vez graet ganto.

Rastellat a vez lavaret pa vez dastumet traoù gant ur rastell.

Rastell pe rozell

E-lec'h ur rastell e c'haller implij ur rozell evit rozellat traoù zo, evel kaoc'h en ur c'hraou.

Araokaat

Er bloavezhioù diwezhañ ez eus bet klasket lakaat an dud da zilezel rastell ha skubell evit ober traoù zo. Evit skubañ ha rastellat deil ar gwez ez eus erruet deomp ur mekanik trouzus, bouzarus ha saotrus, anvet skarzherez-delioù .

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Rastell

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Rastell er
wikeriadur, ar geriadur frank.