Roger Vercel e 1934

Roger Vercel (Roger Delphin Auguste Cretin diouzh e anv gwir), bet ganet er Mañs d'an 8 a viz Genver 1894 hag aet da Anaon d'ar 26 a viz C'hwevrer 1957 e Dinan, a oa ur skrivagner gallek.

E vuhez

Pa darzhas ar Brezel-bed kentañ e oa Roger Vercel war e studi e Kevrenn al Lizhiri Caen. Dre ma ne oa ket mat e weled e oa bet kaset da dalbenn ar reter hag an hanternoz da Vro-C'hall d'ober evit kravazhataer. O vezañ ma vanke un toullad mat a ofiserien e voe c'hoariet warnañ da vont da skol-arme Saint-Cyr e-lec'h ma tapas e c'haloñsoù a ofiser. Kemer a reas perzh en Emgann an Ijzer, en Emgannoù Champagn hag en Emgann ar Somme. Disoudardet e oa bet bloaz war-lerc'h sinadur an Arsav-brezel tra ma oa isletanant war dalbenn ar Reter.

Distreiñ a reas da Zinan ma voe anvet da gelenner war al Lizhiri, er skolaj, e 1921. E 1927 e voe tapet e zoktorelezh war al Lizhiri gantañ goude souten e dezenn, Skeudennoù e-barzh oberenn Corneille an danvez anezhi, ar pezh a reas d'an Akademiezh c'hall dereiñ dezhañ ar Priz Saintour war an Istor lennegel.

Ganet e oa bet e vab Jean d'ar 7 a viz Gouere 1929.

Skrivañ a reas ur pennad-skrid enepyuzev taer hag a voe embannet war bajenn gentañ ar gazetenn L'Ouest-Éclair d'ar 16 a viz Here 1940 (adlakaet war wel e 2011 e savas tabut diwar-benn ar c'houlzad-mañ eus buhez ar skrivagner).

D'an 30 a viz Eost 1949 e oa bet roet dezhañ ar rez a ofiser en Urzh vroadel ar Strollad a Enor.

E oberennoù

Awenet e oa gant e eñvorennoù brezel pa grogas da skrivañ (Notre père Trajan, Capitaine Conan, Léna) petra bennak ma voe bed ar mor e kreizig-kreiz e oberenn. A-viskoazh e oa bet troet gant buhez an dud a vor daoust dezhañ bezañ chomet war chafot ar saout e vuhez-pad.

Gopret e voe Au large de l'Eden gant Poellgor Femina Bro-C'hall-Amerika e 1932 ha tapet e voe ar Priz Goncourt gantañ e 1934 evit Capitaine Conan.

Romantoù

Danevelloù