Ar ger sofet a c'hall kavout sterioù un tamm disheñvel hervez al lec'h ha mare an istor. En hebreeg hag un nebeud yezhoù semitek all, e talv shofet (liester shoftim) kement ha "Barner", diwar ar verb "Š-P-T", "barn". Titloù damheñvel a gaver e sevenadurezhioù semitek all, e Fenikia peurgetket.


En Israel

En Israel, en Henamzer, e veze graet sofeted (shoftim) eus pennoù brezel hag a gemere penn meuriadoù israelat disheñvel er prantadoù dañjer evit faezhañ enebourien estren. Sellet ouzh Levr ar Varnerien evit muioc'h a ditouroù.

E Fenikia hag e Kartada

Er c'heodedoù dizalc'h niverus a oa e Fenikia (aod Liban ha Siria hiziv) hag en o zrevadennoù eus ar Mor Kreizdouar, ur sofet a oa ur magistrad a veze lakaet e penn ar geoded. Tennañ a rae e c'halloud da hini an diktator roman.

Kartada, an drevadenn fenikian brudet, a oa renet gant kuzulioù brientinien renet gant daou sofet, o doa kargoù ha galloudoù damheñvel ouzh re ar Gonsuled Roman.

Liamm Diavaez

Levrlennadur