An Tricastini (e latin; Τρικαστινοί e gresianeg) a oa ur bobl kelt-ligur e Galia.

Bro an Allobroges, Tricastini hag o amezeien.

Bevañ a raent etre ar stêr Ron hag an Alpoù, war-dro ul lec'h a zo deuet da vezañ kumun Saint-Paul-Trois-Châteaux, hag a zo bet, eus ar IVe kantved betek dibenn an XVIIIvet kantved, eskopti Saint-Paul-Trois-Châteaux (latin : Dioecesis Tricastrinensis). Meneget int e Geographika Strabon. Perzh a gemerent e kengevredad Cavares.

Ar blakenn

Ur blakenn varmor gant un enskrivadur latin zo bet kavet e 1961 e Vaison-la-Romaine ; miret eo er Mirdi Théo Desplans. Graet e oa ar blakenn da lakaat ouzh sichenn un delwenn, ha meneg zo eus ur velegez e-touez an Tricastini, anvet Antistia Pia Quintilla a oa "flamen" (belegez) an drevadenn "colonia Flavia Tricastinorum", da lavarout eo tolead Saint-Paul-Trois-Châteaux. Graet (pe paeet) eo bet ar blakenn gant he disklavour (Filokrites pe Filokrates.

Hervez an istorour roman Titus Livius e oa deuet Galianed, Bituriged anezho, da aloubiñ Italia, kaset gant Bellovesus hag o tont eus bro an Tricastini. Pa ra anv eus kerzhadeg arme Hannibal Barca e lavar en doa treuzet bro an Allobroged ha hini an Tricastini, ha goude hini ar Voconci, ha neuze hini an Tricori, ken na oa erruet dirak kêr Druentia. Neuze e c'haller dastum edo an Tricastini o chom etre ar stêrioù Isère ha Droma, m'emañ Augusta Tricastinorum, deuet da vout Saint-Paul-Trois-Châteaux, a oa o c'hêr-benn neuze.

Skridoù