Koñsuled ː Flavius Astyrius (Kornôg) & Flavius Florentius Romanus Protogenes (Reter)[2]
Enez Vreizh
Vortigern, hep kavout skoazell gant an arme roman chalet gant an Huned, a c'halv ar Juted (eus norzh Germania) evit stourm ouzh ar Bikted hag o deus treuzet ar bevennoù. Dilestrañ a ra ar Juted, kaset gant Hengist ha Horsa, e Ypwinesfleot (Ebbsfleet), e Kent. Skarzhañ a reont asambles ar Bikted en-dro. Evit trugarekaat, roet eo an enezenn Thanet d'ar Juted (e penn mervent bro Gent)[3].