Akkadeg
(lišānum akkadītum)
Yezh varv
Perzhioù
Komzet e : Asiria ha Babilonia
Rannved : Mezopotamia
Komzet gant : yezh varv
Familh-yezh : Yezhoù semitek
Yezhoù semitek ar reter
Akkadeg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e :
Akademiezh :
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 hini ebet
ISO 639-2 akk
ISO 639-3 akk
Kod SIL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Akkadeg (lišānum akkadītum) pe Asiriaeg-ha-Babiloniaeg[1] a oa ur yezh semitek (ul lodenn eus familh brasoc'h ar yezhoù afrikat-hag-aziat) komzet gwezhall e Mezopotamia, dreist-holl gant an Asiriaiz ha Babiloniaiz. Ar c'hentañ yezh semitek testeniekaet eo hag implijout a rae ar skritur gennheñvel deveret eus hini ar Sumereg, ur yezh digenvez. Anv ar yezh a zeu eus anv kêr Akkad, unan eus kreizennoù bras ar sevenadur e Mezopotamia.

Rannyezhoù

Rannet eo an akkadeg e meur a rannyezh diazezet war an douaroniezh ha prantadoù an istor[2] :

Doare skrivañ

Skrivet e veze akkadeg gant ur skritur gennheñvel, ur reizhiad skrivañ kozh ijinet gant Sumeriz a ra gant arouezioù e stumm gennoù sanket e tablezennoù pri blot. Pa veze implijet gant skribed Akkad ar skritur gennheñvel a c'halle bezañ (a) logolunioù sumerek (da lâret eo arouezioù diazezet war skeudennoù a dalvez evit gerioù), (b) silabennoù sumerek, (c) silabennoù akkadeg, pe (d) arouezioù fonetek. Ar skritur gennheñvel ne zeree ket ouzh an akkadeg evit meur a abeg : e-mesk e chastreoù e oa divarrek da aroueziañ fonemoù a-bouez e Semiteg, en o mesk ur gensonenn troc'h-avel dre serriñ, kensonennoù gourlañchenn, ha kensonennoù stambouc'hus. Ouzhpenn se, ar skritur genheñvel a oa ur reizhiad skritur silabennek — da lâret eo : ur gensonenn mui ur vogalenn a dalvez evit un unvez skritur — na zeree ket peurliesañ d'ur yezh semitek graet eus gwrizioù teirc'hensonennel (da lâret eo teir c'hensonenn hep tamm vogalenn).


Fonologiezh

Kement ha ma c'haller lavaret en despet da reizhskrivadur gennheñvel an Akkadeg, meur a fonem kentsemitek zo bet kollet en Akkadeg: ar gensonenn troc'h-avel dre serriñ kentsemitek |*ʾ, ha kollet eo bet ivez ar ruzennoù *ʿ, *h, *ḥ, *ġ)), pe dre ma oa kemmet ar son pe abalamour d'an doare skrivañ, met lakaet o deus da anadiñ ar vogalenn e na gaver ket e kentsemiteg mod all. Ar c'hensonennoù dent hag ar ruzennoù kostez (*ś, *ṣ́) a ziwanas gant ar c'hwibanennoù evel e yezhoù Kanaan,

Notennoù

  1. Akkadian language - Britannica, geriadur kelc'houiziegezh enlinenn
  2. Caplice, p.5 (1980)

Levrlennadur

Liammoù diavaez