Alamaneg
(Deutsch)

Perzhioù
Komzet e : Alamagn, Aostria, Suis ha 37 bro all
Rannved : Europa
Komzet gant : 120 000 000
Renkadur : 9
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Alamagn
Aostria
Suis
Liechtenstein
Luksembourg
Belgia
• Kenofisiel e lod rannvroioù eus :
Danmark
Italia
Polonia
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 de
ISO 639-2 deu
ISO 639-3 deu
Kod SIL DEU, GER
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

An alamaneg (pe Deutsch er yezh-se) a zo ur yezh eus strollad yezhoù germanek ar c'hornôg, e familh ar yezhoù indezeuropek. Ar yezh implijetañ en Unaniezh Europa an hini eo.

Ar yezh a vez komzet e seizh bro dreist-holl: Alamagn, Aostria, Suis, Liechtenstein, Luxemburg, reter Belgia, su Tirol. En Elzas, Loren, hag e Nordschleswig (su Danmark) e vez implijet ar yezh gant ur vinorelezh eus an dud. Kumuniezhoù alamanek a vev ivez en Europa ar reter, e su Brazil, hag e Namibia.

Gaolet eo ar yezh etre alamaneg-uhel hag alamaneg-izel.

Anvadur an alamaneg diouzh ar broioù

Ar ger "Deutsch"

An Alamaned a ra "Deutsch" eus o yezh, ar ger-se zo liammet gant ar ger "tud" e brezhoneg. An daou a zeu eus indezeuropek "*tewtéh₂" hag a dalvez "meuriad". Anv an doue Teutates zo liammet ivez. Ar ger-se a vez implijet gant pobloù germanek dreist-holl.

Ar ger "němьcь"

Pobloù slavek a implij ar ger "němьcь" pe "nemek". Ur ger evit lavaret "mut" peogwir e oa diaes en em gompren etrezo a-gaoz d'ar yezhoù disheñvel-tre.

Ar ger "germanen"

Implijet e vez ar ger "german-" e saozneg hag er broioù levezonet gant ar yezh-se.

Ar ger "alamannen"

Implijet e vez ar ger "alaman-" gant pobloù romanek, keltiek hag er Reter-Nesañ dreist-holl.

Istor

Kentañ kemmadurioù-kensonennoù

Gant ar c'hentañ kemmadurioù-kensonennoù (erste germanische Lautverschiebung) e-tro ar Vvet kantved kent JK e komañse ar yezh c'hermanek voutin a-ziwar ur rannyezh indezeuropek. Gant ar c'hemmadurioù-mañ e vez displeget an diforc'hioù a zo etre ar yezhoù germanek (alamaneg, nederlandeg, saozneg, h.a.) hag ar yezhoù indezeuropek all. Evit eeunaat an traoù e c'haller kinnig anezho er mod-mañ:

Eil kemmadur-kensonennoù

Komañs a reer d'ober anv eus an alamaneg pa c'hoarvez an eil kemmadur-kensonennoù er rannyezhoù implijet e mervent Alamagn (zweite germanische Lautverschiebung pe hochdeutsche Lautverschiebung), a vez lakaet e-tro ar VIvet kantved tamm-pe-damm. D'ar mare-se an heni e oa diforc'het alamaneg izel (Niederdeutsch), yezh an norzh.

Ar gemmadenn fonetek a ziskouez un nebeud diforc'hioù etre an alamaneg a-vremañ ha, da skouer, an nederlandeg pe ar saozneg :

Ar Grennamzer

Etre an Xvet kantved hag ar XVvet kantved e tegouezhas an diftongennoù e rannyezhoù kornad-bro ar Mervent evit-fed vez disklipet dre zaou fonem evit ei, eu ha au. Gant-se e ouzomp penn d'an diforc'hioù a zo etre an alamaneg reolataet ha, da skouer, an nederlandeg :

Er c'hontrol eus Stadoù war an harzoù eo chomet ar c'hornadoù-bro germanek lodennet (Kleinstaaterei) anezhe a-hed ar Grennamzer tout kazimant, ar pezh a lako diforc'h diorroadur ar rannyezhoù a zo diforc'h-rik ha, gwech a ve, dibosupl da gompren evit daou zen é kaozeal eus kornajoù-bro disheñvel. Kaset eo bet peurunvaniñ an holl rannyezhoù gant ar varzhed hag o Mittelhochdeutsche poetik war-dro an XIIIvet kantved, nawazh n'eo ket bet levezonet yehz an dud gant an dra-se, peogwir ne ouie an taol bras eus an dud na lenn na skrivañ. Hag ar mod-se zo bet e-pad pell un troc'h etre ar c'hornadoù-bro jermanek, div vro pe kornad-bro yezh :

Levezon an adkempenn

E 1521 eo bet laket gant Martin Luther an Testamant Nevez en alamaneg reolataet a oa war ar stern, hag e 1534 an Testamant Kozh. Na bezañ ne voe ket Luther an hini kentañ o sevel ar yezh reolataet-mañ etre an holl gornadoù-bro - war ar stern abaoe ar XIVvet kantved - e servijo an adkempenn-mañ da lakaat an alamaneg reolataet er melestradur hag ar skolioù, ha memes e norzh Alamagn eo bet kemeret.

Met beket diveroù an XIXvet kantved e chomas an Hochdeutsch ur yezh skrivet gwall alies. En norzh dreist-holl e veze desket ar yezh reolataet-se da yezh estren.

Yezh ar sinoù

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger alamaneg er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Wikipedia en alamaneg.
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.
Porched Aostria – Adkavit ar pennadoù a denn da Aostria.