Albert Camus

Albert Camus, bet ganet d'ar 7 a viz Du 1913 ha marvet d'ar 4 a viz Genver 1960, oa ur skrivagner, prederour, kazetenner gall ganet e Aljeria. Reseviñ a reas priz Nobel al lennegezh. Lakaet e vez alies kenañ Albert Camus e rummad prederourien ar bezout/existentialiste, met nac'hañ a rae bezañ lakaet er strollad-se. Skrivañ a reas oberennoù brudet evel L'Homme révolté, Le mythe de Sisyphe, ha stourm a-enep d'ur brederouriezh kaset gant an netraouriezh. Diskouezañ a reas en ur mod sklaer levezon Friedrich Nietzsche war e breder. Ha war tachenn ar feiz e skrivas en e notennoù "Ne gredan ket e Doue met n'on ket stag ouzh preder an dizouegezh".

Camus oa eil yaouankañ den o reseviñ priz Nobel al lennegezh (goude Rudyard Kipling). Ha dont a reas da vezañ kentañ den ganet en Afrika o reseviñ ar priz. Er memes koulz eo an den marvet ar yaouankañ e touez reseverien ar priz (marvet 3 bloaz goude-se).

Gwelloc'h e kave Camus bezañ anavezet evel den ha prederour eget evel ezel eus ur skol filozofel pe un ideologiezh. Muioc'h e kare an dud eget ar mennozhioù.

E oberennoù

Préfaces
A bep seurt