Alexander Fleming e 1945

Alexander Fleming, ganet d'ar 6 a viz Eost 1881 e Darbhail (Siorrachd Àir an Ear, Bro-Skos) hag aet da anaon d'an 11 a viz Meurzh 1955 e Londrez (Bro-Saoz), a oa ur medisin, bevoniour hag ur gwezher breizhveuriat.

Un toullad mat a embannadennoù skiantel — war ar vakteriologiezh, an immunologiezh hag ar c'himigurañ — a oa bet savet gantañ. E gavadennoù brudetañ a zo re an enzim lizozim e 1922 hag hini an danvezenn antibiotik anvet penisilin G. Deuet e oa a-benn d'he goubarañ goude ma voe bet kontammet e ziñvadennoù Staphylococcus gant al loued Penicillium notatum[1] d'an 3 a viz Gwengolo 1928[2]. En abeg d'ar gavadenn dibar-mañ e pakas Priz Nobel ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh (a-gevret gant Howard Walter Florey hag Ernst Boris Chain) e 1945.

Beziet e oa bet en iliz-veur Sant Paol Londrez.

Levrlennadur

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù

  1. Pe Penicillium chrysogenum c'hoaz.
  2. Jeanne Lafont lec'hienn Herodote.net: 3 a viz Gwengolo 1928 Alexander Fleming a gav ar Penisilin