Allan Pinkerton taolennet er gazetenn Harper's Weekly e 1884

Allan Pinkerton (25 a viz Eost 1819 – 1añ a viz Gouere 1884)[1] a oa ur skrivagner, un igounier hag ur spier a orin a vro Skos hag Amerikan. Anavezet ez eo dreist-holl evit bezañ bet krouer ar Pinkerton National Detective Agency (Brezhoneg: Amsez Igouniañ Broadel Pinkerton)[2]

Buhez Allan Pinkerton

Dimezet ez eo gant Joan Carfrae d'an 13 a viz Meurzh 1842[3]. 3 bugel en deus bet: William Pinkerton e 1846 ha goude-se geveled Robert ha Joan[4].

Allan Pinkerton ha Brezel diabarzh Amerika

Allan Pinkerton en deus bet kemeret perzh e brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, engouestlet e oa e tu an Norzh pe unvaniezherien. Ijinañ a ra doareoù ha teknikoù spiañ a vez implijet hiziv-an-deiz c'hoazh.

Allan Pinkerton ar skrivagner

Kalzig levrioù doare romantoù polis a zo bet skrivet gant Allan Pinkerton, brudet pobl e oa e oberennoù. Ul lod a zo bet embannet goude e varv war e seblant implijet evit brudañ an Aozadur Broadel Diguzher Pinkerton.

Evit an oberennoù all e seblant anat d'an istorourien ez int bet skrivet gant skrivagnerien all, dindan urzhioù ha kuzulioù Pinkerton. An oberennoù e mod-se a zo sinet gant e anv hag a vez o terc'hel gant e selloù.

Marv Allan Pinkerton

Marvet eo Allan Pinkerton gant ar brein-krign en doa tapet en teod, goude bezañ bet kouezhet war ur riblenn straed.

Oberennoù

Oberennoù dalif

Adkemer er sevenadur

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù

  1. http://global.britannica.com/EBchecked/topic/461110/Allan-Pinkerton
  2. http://www.13emerue.fr/dossier/les-debuts-de-lagence-pinkerton.
  3. http://www.13emerue.fr/dossier/allan-pinkerton-en-quelques-dates
  4. http://www.13emerue.fr/dossier/les-debuts-de-lagence-pinkerton