An Apennins a oa un departamant gall e gwalarn Italia, da vare an diktatour Napoléon Bonaparte. Chiavari e oa ar pennlec'h.
Dont a ra an anv eus ar menezioù Apenninoù, a zo Apennins e galleg.
Savet e oa bet e 1805 pa voe staget stad kozh Republik Genova, anvet neuze Republik Ligur, ouzh Bro-C'hall.
E 1812 e oa rannet e 3 arondisamant:
Diskaret e voe evel an departamantoù gall all war-lerc'h faezhidigezh Napoleone Buonaparte e 1814.
Klasket e voe adsevel ar Republik Ligur, met e Kendalc'h Vienna, e 1815, e voe roet douaroù Republik Genova da Rouantelezh Sardigna.
Emañ an douaroù-se e proviñsoù Genova, La Spezia, Massa Carrara e Parma.