Ur reizhiad arouezioù a zo stag ouzh an dud, an tiegezhioù hag ar galloudoù eo an ardamezouriezh. Deskrivañ a ra, dre ur c'heriaoueg arbennik, an tresadennoù hag an arouezioù a vez diskouezet war ur skoed-ardamez, en ur zelc'her kont eus o lec'hiadur, eus o stumm hag eus o liv.
N'eo ket an ardamezouriezh tra ar vrientinien, tra an holl dud eo : a-viskoazh en deus gallet pep den kaout e ardamezioù hag o diskouez war ur skoed a zo dezhañ pe dezhi.
En Europa, war-dro an XIIvet kantved, e voe ganet an ardamezouriezh hag er XVvet kantved e voe staliet mat he reolennoù. Implijet eo hiziv en un doare prevez (tud, tiegezhioù, embregerezhioù hag all) pe ofisiel (kêrioù, rannvroioù, Stadoù) hervez reolennoù a vez diouzh ar vro-mañ-bro.
Bev-buhezek eo an ardamezouriezh hiziv an deiz c'hoazh, pa vez aozet ardamezioù nevez bemdez evit ar c'hêrioù, an embregerezhioù, ar c'hluboù sport ha kevredigezhioù liesdoare.
Daoust dezhi bezañ lieskantvedel e klot an ardamezouriezh ouzh hon amzer, hini ar skeudennoù arouezius savet diwar tresadennoù eeun ha braslinennek o livioù a sko diouzhtu da zaoulagad an dud.
War ar skoed e kaver an tresadennoù arouezel-se an aliesañ, hogen kinkladurioù a vez en-dro dezhañ a-wechoù : ur gurunenn hag ur gribenn a-us dezhañ, ur ger-ardamez dindanañ pe a-us dezhañ ivez, loened ouzh e gostezioù, hag ur vantell tro-dro dezhañ alies.
Liesdoare eo stummoù ar skoedoù : ar re ront pe vegek o lodenn izelañ a zeu eus mare ar varc'heien er Grennamzer pa veze implij pennañ an ardamezioù livet war ar skoedoù lakaat an emgannerien da vezañ anavezet, en abeg ma oa kuzhet o dremm gant o zokarn.
Un ardamezeg a reer eus un dastumad ardamezioù a denn d'an dachenn-mañ-tachenn : tiegezhioù Breizh, kêrioù Normandi, kleuboù melldroad hag all.
"Dafar evit ur c'heriaoueg a'n ardamezouriezh" gant Yellen hag abEnnez eo al labour kentañ war an ardamezouriezh e brezhoneg a zo bet embannet, er gazetenn Gwenedour e 1965[1].
Kerkent hag ijinet ar skoedoù gant ar vrezelourien e voent kinklet ganto.
Da vare Henc'hres e voe treset doueed pe loened war ar skoedoù ; ar Gelted ivez a zouge arouezioù pa 'z aent d'an emgann, evit fromañ ha spontañ o enebourien.
Diwezhatoc'h, etre 1095 ha 1291, da vare Brezelioù ar Groaz, e voe ganet an ardamezouriezh a zo hiziv c'hoazh — Muzulmiz a zouge dija skoedoù kinklet gant kreskennoù loar, loened, flourdilizoù hag all, a voe degaset da Europa.
Un doare c'hoari e oa kinklañ ar skoedoù europat en deroù ; buan avat ne voe mui tu da ziforc'hañ etre mignoned hag enebourien en abeg d'o zokarnoù, ha ne oa unwisk ebet en armeadoù c'hoazh. Ret-mat e voe neuze diskouez bannieloù ha skoedoù dibar, a dalvezas da zisheñvelout ar c'hantadoù a dud a oa en emgannoù.
Tamm-ha-tamm e teuas an ardamezioù da vezañ pouezusoc'h-pouezusañ e buhez an dud, o sinadur e oant, ha tremenet e vezent a rumm da rumm, betek an deiz a hiziv e tiegezhioù kozh evel an tiegezh Korle e Breizh (1293). Pelloc'h e voe savet skoedoù-ardamez evit kêrioù ha broioù.
Da arbennik-kenañ e troas an ardamezouriezh, gant he c'heriaoueg dibar deuet eus an arabeg, ar brezhoneg kozh, ar galleg kozh, ar perseg hag ar rusianeg a-douez yezhoù all.
Kant bro, kant giz
, kement-se a dalvez ivez evit ar skoedoù. Setu amañ stummoù skoedoù hervez hengoun un nebeud broioù.
Gant red an amzer e kemmas ar gizioù, an doareoù d'en em gannañ, e teuas c'hoarioù evel ar stourmadennoù hag an tournamantoù.
Tamm-ha-tamm e vihanaas ar skoedoù, lod a voe bolzennet, lod all a voe toullet da lezel tremen d'ar goaf.
Pep marc'heg ar Grennamzer a veze atav ambrouget gant un denjentil a raed "skoedour" anezhañ peogwir e touge tres skoed ar marc'heg war e vruched. Dre e gefridi e c'halle ar skoedour bezañ kannad ar marc'heg pa oa ezvezant hennezh.
Diwar tammoù korf ar skoedour gwelet a-dal, gant ar skoed war e vruched, e teu anvioù pemp tachenn bennañ ar skoed :
Ar maez eo foñs ar skoed, livet pe get, m'emañ ar c'hinkladurioù.
Dre nav c'hanton e ranner ur skoed ; a zehoù da gleiz hag a gab da veg e vezont deskrivet.
Diwar goad pe vetal e veze fardet ar skoedoù gwechall ; livet e veze ar re goad, pe c'hoazh goloet gant feurioù loened ; gant un doare prigwer e veze gwisket ar re vetal.
Un aspadenn eus an amzer-se zo hiziv c'hoazh, evel a weler pa seller ouzh an tri doare livioù a vez implijet en ardamezouriezh evit kinklañ ur skoed : ar feurioù, ar metaloù hag ar prigwerennoù.
nobl; ar feurioù pennañ eo :
Eilpennet e vez al livioù a-wechoù, ar pezh a ro feurioù eilrenk :
Pa ne c'heller ket diskouez al livioù – pa vez kizellet ar skoed war vaen, da skouer — e reer gant pikoùigoù pe linennoù eeun.
Setu amañ al livioù war skoedoù : war tu dehoù pep skoed emañ al liv plaen, war e du kleiz emañ al liv aroueziet e gwenn-ha-du.
Merkit e vez tuet ar skoed evel pa vefe gwelet en ur melezour : bepred e vez sellet ouzh ur skoed-ardamez evel pa vefe dalc'het gant ar skoedour. |
Dibaot ivez eo ar skoedoù ul liv hepken warno, tra ken ; plaen pe leun a reer anezho. An abeg da gement-se eo n'eus ket kalz livioù da zibab ; skoedoù tiegezhioù pe vroioù kozh-tre o deus skoedoù plaen, Breizh en o zouez : en erminig plaen eo skoed Breizh[4].
Lodennet eo ar pep niverusañ eus ar skoedoù neuze.
Hervez merk an taolioù kleze war ar c'hoad pe ar metal e vez lodennet ar skoed plaen : un taol hepken a vez merket er c'hondon pe a droc'h ar skoed dre an hanter bewech ; etre krommelloù emañ an niver a daolioù kleze o deus lodennet ar skoed.
Pa vez kenstrollet meur a lodennadur diazez, muioc'h eget un taol kleze neuze, e vez savet lodennadurioù all. Setu amañ al lodennoù eilrenk, o verkañ mui-ouzh-mui a daolioù kleze war ar skoed.
Kargoù a reer e yezh an ardamezouriezh eus an traezoù a vez dikouezet war ur skoed.
Tri doare kargoù zo :
N'eus lec'h resis ebet deverket d'an traezoù ha d'ar skeudennoù war ur skoed.
Deveret diwar al lodennoù eo ar pezhioù briel, met n'eus anezho nemet un drederenn pe ur c'hard eus gorread ar skoed.
Setu amañ un nebeud resisadennoù a-fed geriaoueg an ardamezouriezh a-zivout ar pezhioù briel.
Gorreet e vez ur pezh briel pa vez lakaet tostoc'h da gab ar skoed eget d'e veg, gouzizet e vez pa vez lakaet tostoc'h d'ar beg eget d'ar c'hab.
Divouedet e vez ur pezh briel pa vez krennet, da lavaret eo pa ne stok ket ouzh lez ar skoed.
Evel-just ez eus anvioù arbennik e yezh an ardamezouriezh evit lod traezoù, da lavaret eo al lunioù mentoniel.
Arouez ur pezh-moneiz eus Bizantion eo ar vezantenn, alese hec'h anv.
Kalz skeudennoù a bep doare a c'haller gwelet war ar skoedoù-armadamez ; setu amañ ar re baotañ – en livioù all e c'hallont bezañ, evel-just.
A-feur ma tremenas an amzer e voe lakaet kinkladurioù tro-dro d'ar skoedoù-ardamez, evit diskouez lodennoù all eus merkoù ar berc'henned.
Malo au riche duc !e oa hini duged Breizh, ha
Torr e benn !hini ar Vretoned e-pad Emsavadeg ar Bonedoù ruz e 1675.
Montjoie ! Saint-Denis !e oa hini ar C'hallaoued ha
Saint George !hini ar Saozon.
Kentoc’h mervel eget bezañ saotreteo sturiad Breizh, a ra dave da feur gwenn-kann an erminig er goañv.
Liberté, égalité, fraternitéeo ger-stur Bro-C'hall abaoe 1790, goude an Dispac'h gall (skarzhet e oa bet gant Napoleone Buonaparte da vare an Impalaeriezh C'hall Kentañ, hag adlakaet goude e ziskar) ; e galleg,
Dieu et mon droiteo hini ar Saozon.
Pa 'z eo pep skoed tra e berc'henn(ez) hepken ez eo berzet diskouez unan a zo heñvel-mik ouzh ur skoed bet diskouezet kentoc'h. Dre ma ne c'haller ket anaout kement skoed a zo er bed e c'hoarvez a-wechoù e vefe kinniget unan a zo dija : en degouezh-se ez eo ar skoed koshañ a vir e zoareoù, hag an hini nevesañ a rankor kemmañ.
En un tiegezh e tremen ar skoed a rumm da rumm, dre ar bugel henañ. Mar fell da c'hoar pe vreur kaout ur skoed ivez e rank degas diforc'hioù er skoed nevez dre gemmañ ul liv, ur pezh briel pe ur c'harg. Alies-tre e talvez ar c'hargoù da zoujañ d'ar reolenn-se : kemmañ, lemel pe ouzhpennañ unan zo mat, ha trawalc'h eo lakaat un dreustell da c'houdreustell evit ma vefe degemeret ar skoed nevez. Aotreet eo unvaniñ daou skoed a-benn sevel unan nevez, a reer ur pennon anezhañ neuze. Ur pennon eo skoed kêr Lannerell.
Resis-kenañ eo yezh an ardamezouriezh. Pa zeskriver ur skoed neuze e ranker heuliañ un urzh strizh hag implijout ar gerioù a zere, evit ma c'hallfe forzh pe zen a gompren ar yezh bezañ gouest da welet
ar skoed dre spered hag e dresañ difazi mard eo ret.
Bewech e kroger dre al lodennadur : palefarzhet, rannet, troc'het... heuliet gant al livioù en ur gregiñ gant ar re ziazez, ar pezhioù briel da c'houde, hag all. Hollret eo bezañ klok ha resis evit ma ne vefe tamm kammveizadur ebet.
Goude bezañ deskrivet ar skoed e c'haller kendelc'her gant e ginkladur : helm, kurunenn, dalc'herien hag all, kement tra a zo en ardamezioù a venner displegañ. Da echuiñ e veneger ar sturiad hag al lugan.
Setu amañ deskrivadur skoedoù kêrioù-penn an nav bro a ya da sevel Breizh – skoed Breizh a ouzit deskrivañ dija : en erminig plaen.
Dol | ||
En aour e deir zalbennan en glazur, karget pep hini gant ur ganochenn en argant, adkarget gant ur vrizhenn erminig en sabel ; e gab en glazur karget gant teir flourdilizenn en aour. |
Gwened | ||
En gul e garell tremenant en argant, gwakoliet etre aour hag erminoù. |
Kastell-Paol | ||
Rannet : ouzh 1 en aour e leon kudennek o terc'hel ur gammell eskob en gul ; ouzh 2 en erminoù karget gant ur gouezhoc'h en sabel lagadet ha stilhonet en argant, gwakoliet gant ur gurunenn en aour, o skorañ un tour en gul tourigellet a dri fezh ouzh konk a-zehoù. |
Kemper | ||
En glazur e dourc'h tremenant en argant, kernielet ha krabanet en aour ; en gab en erminoù. |
Landreger | ||
En glazur e lestr en argant e ouelioù dispak, mordoant war ur mor kevliv, eilet ouzh kab ouzh dehoù gant ur skoedig en glazur e deir flourdilizenn en aour, 2, 1 hag ouzh kleiz gant ur skoedig en erminoù. |
Naoned | ||
En gul e lestr greet en aour, gouelet en erminig, mordoant war ur mor geotet ; e gab en erminoù. |
Roazhon | ||
Peuliet en argant ha sabel a c'hwec'h pezh ; e gab en argant karget gant pemp brizhenn erminoù. |
Sant-Brieg | ||
En glazur e leonerer en aour, krabanet ha teodet en gul. |
Sant-Maloù | ||
En gul e oged en aour o tifoupañ diouzh ar beg ha diouzh al lezioù, leinet gant un erminig tremenant en gwirion, gwakoliet etre aour hag erminoù. |
Gwir en deus pep den da sevel e skoed-ardamez, ha da sevel kinkladurioù tro-dro dezhañ mar fell dezhañ.
Ret eo avat doujañ da reolennoù an ardamezouriezh evit en ober, ha gwiriañ hag-eñ n'eus ket bet enrollet ur skoed heñvel-mik ouzh an hini a venner sevel.
Implijout kargoù anavezet a c'haller ober, pe ijinañ reoù all a glot gwelloc'h gant ar pezh a venner displegañ : netra ne vir ouzh un den anvet "Lagadeg" a lakaat ur mell lagad e kondon e skoed.
Heñvel eo gant al livioù : gant ar milionoù a livioù a zo e c'haller dibab unan resis, da skouer WWWW, a zo #c1cdc1 en HTML ha 193 205 193 en RGG (RuzGwerGlas, RGB e saozneg ha RVB e galleg, HoneyDew3 o vezañ e anv etrebroadel).
Evel-just, dibab ar pezh a vo war ar skoed eo ar pep diaesañ. Tu zo da c'hoari gant anv an den, evel "Lagadeg", pe gant ar pezh a blij dezhañ (ur steredenn evit un den a zo tomm ouzh ar steredoniezh, ur barr-livañ evit ul livour, hag all), pe c'hoazh gant ar pezh en deus graet, evel ur pezh echedoù mard en deus gounezet ur c'hampionad echedoù. Al lec'h m'emañ o chom, istor e familh, pep tra a c'hall bezañ un andon.
Gwell eo sevel meur a raktres, en ur zelc'her soñj eus ur reolenn diazez : seul eeunoc'h ar skoed-ardamez, seul vravoc'h, seul aesoc'h da gounaat... ha seul aesoc'h da zeskrivañ.
E gwir Bro-C'hall e vez sellet ouzh ar skoedoù evel oberennoù arzel, ha lezennoù Bro-C'hall eo a vez lakaet da dalvezout evit Breizh ivez.
Evit enrollañ ur skoed-ardamez evel oberenn arzel ha chom perc'henn(ez) warnañ e ranker neuze e zisklêriañ ez-ofisiel en Institut National de la Propriété Intellectuelle (INPI).