Arkas (henc'hresianeg : ̔Αρκάς Arkas") eo anv mab Zeus ha Kallisto, hag ar roue a roas e anv da Arkadia. Seblantout a ra an anv-se bezañ kar d'an anv arktos, a zo "arzh" e brezhoneg.
Kallisto a oa nimfenn e lez Artemis, doueez ar chase, ha homañ ne c'houzañve nemet gwerc'hezed en-dro dezhi. Un deiz e oa bet gwallet Kallisto gant Zeus, ha setu hi dougerez. Ha kounnar en doueez a droas Kallisto en arzhez e-kerzh un abadenn chase ma oa-hi gant he mab Arkas. Pa welas ar paotr an arzhez e tennas ur saezh war al loen, pa ne ouie ket e oa e vamm. Artemis an hini a oa oc'h ambroug e saezh. Zeus avat en doa klevet meneg eus dial Artemis ha sevel a reas Kallisto d'an oabl ma teuas-hi da vout Ursa Major (pe ar C'hastell-karr kamm).
Evel alies ez eus dislavar etre doareoù disheñvel ar vojenn.
Pa voe lazhet e vamm gant saezh Artemis e voe kemeret Arkas :
Hervez Ovidius ne varvas ket Kallisto dre ma voe lazhet gant Artemis, hogen peogwir e voe troet en arzhez hepken.
Dimeziñ a reas Arkas da C'hrysopeleia, ha daou vab o doe: Elatos hag Afidas. Goude e varv e voe lakaet en oabl gant e dad, evel Ursa Minor (ar C'harr-kamm bihan), nepell diouzh e vamm, troet en Ursa Major.
Hervez Paosanias e renas Arkas goude Nyktimos, mab d'ar roue difeiz Lykaon, en Arkadia, hag e roas e anv d'ar vro a veze anvet Pelasgia betek neuze. Eñ an hini a zeskas d'ar vroidi ober bara ha gwiadiñ.