Bernicia (e latin) pe Bernikia eo an anv roet da rouantelezh vrezhon Bryneich, en hanternoz Enez Vreizh, pa voe aloubet gant an Angled, er VIvet kantved. Klotañ a ra gant kontelezhioù Northumberland ha Durham hiriv, etre ar stêrioù Tweed ha Tees.

Padout a reas betek penn kentañ ar VIIvet kantved pan eas d'ober, a-gevret gant rouantelezh amezek Deira, rouantelezh nevez Northumbria


Bernikia an Angled

Darn eus Angled Bernikia a c'hallje bezañ bet lakaet da ziwallerien a-hed Moger Hadrian e dibenn an amzervezh roman en Enez Vreizh. Darn al a deuas moarvat dre ar mor eus Deira e penn kentañ ar VIvet kantved.

Kentañ roue an Angled a anavezomp eo Ida, a deuas da vezañ roue Bernikia war-dro 547. E vibien a vrezelias pell a-enep ar rouaned vrezhon diwar-dro keit ma chomjont unanet. Pa savas brezel etre ar Vrezhoned e voe aesoc'h trec'h an Angled.

Rouantelezh Northumbria

Mab-bihan, Æthelfrith Northumbria, an hini a unanas Deira gant e rouantelezh dre nerzh war-dro ar bloaz 604. Ren a reas en div rouantelezh (unanet en un Northumbria) ken e voe faezhet ha lazhet gant Raedwald of East Anglia ( hag en devoa roet bod da Edwin, mab da Ælle, roue Deira) war-dro 616. Edwin an hini a voe lakaet da roue neuze.

Da gentañ e stourmas Edwin ouzh repuidi Bryneich aet da chom da rouantelezh Gododdin. Goude e aloubas rouantelezh Elmet, ur rouantelezh vrezhon er vro a zo bremañ West Riding of Yorkshire, e-kichen Leeds, pezh a reas dezhañ ober brezel da Gembre ivez.

War-lerc'h emgann Hatfield Chase d'an 12 a viz Here 633, pa voe faezhet ha lazhet Edwin gant Cadwallon ap Cadfan eus rouantelezh Gwynedd ha Penda Mercia, e voe rannet Northumbria adarre etre Bernicia ha Deira.

Eanfrith, mab Aethelfrith, an hini a renas e-pad bloaz, ha neuze ez eas da-gaout Cadwallon evit klask ober peoc'h halazhet e voe. Breur Eanfrith, Oswald, a savas un arme neuze hag a drec'has war Cadwallon en emgann Heavenfield e 634. Goude an trec'h-se e hañval Oswald bezañ bet anavezet gant tud Bernicia koulz ha re Deira evel roue ur vro unanet anvet Northumbria.

Rouaned Bernikia

Dindan Deira 616 - 633


Levrlennadur

Menegoù