| |||
---|---|---|---|
![]() Ur beuf (par)
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Fringillidae | ||
Genad : | Pyrrhula | ||
Anv skiantel | |||
Pyrrhula pyrrhula Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Ar beuf pe beuf Eurazia pe beuf boutin a zo un evn bihan, Pyrrhula pyrrhula an anv skiantel anezhañ.
Carl von Linné a zeskrivas al labous e 1758 e 10vet embannadur e Systema Naturae, m'e anvas Loxia pyrrhula. E 1760 e voe ijinet ar genad Pyrrhula gant al loenouniour gall Mathurin Jacques Brisson, diwar an henc'hresianeg πυρρός pyrrós "liv an tan".
Dek ispesad Pyhhula pyrrhula zo, hervez doare 12.1 listenn an International Ornithologists' Committee (IOC)[1].
|
![]() |
Postek eo al labous, met bihan a-walc'h : war-dro 15 cm e hirder, 28 cm e hed-eskell, etre 20 ha 40g a bouez ennañ. Du, berr ha kreñv eo e bigos.
En ur vodenn vras, tremen 4 metrad uhelder ha ledander. Etre 4 ha 7 vi a vez dozvet adalek deroù miz Mae betek kreiz miz Gouere.
Hadoù a ya gant al labous, ha broñsoù gwez-frouezh — ur vosenn er werjez. Onn ha spern-gwenn a blij dezhañ e dibenn an diskaramer ha deroù ar goañv.