Ur voudig zo ur boud mojennel denheñvel, bihan pe bihanoc'h, benel pe c'hourel, gant galloudoù hud ha liammet ouzh nerzhioù an natur hag ar bed kenstur. Mard eo benel eo kaer-tre ha galloudoù dreistnaturel he deus evel reiñ donezonoù d'ar vugale nevez-c'hanet, nijal, teurel barr d'unan bennak ha kaout krog war an dazont. Boudiged a gaver e folklorioù pagan kalz sevenadurioù europat (keltiek, germanek, slavek), e stummoù liesseurt : aeled diskaret, teuzigoù, lutuned, korred, elfed hag all.
Anavezet mat e oant e lennegezh ar Grennamzer en Europa ar C'hornôg, met aet kuit e hini an Azginivelezh. Dont a rejont en-dro er c'hontadennoù hag e oberennoù Shakespeare, hag en XIXvet kantved gant ar romantelezh. Bremañ int tudennoù a gaver ingal el lennegezh fantasy ha moliac'h. Dedennañ a reont ar glaskerien, ar skeudennaouerien hag ar gonterien.