Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn ar brezhoneg ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Brezhoneg Kerne, pe kerneveg (arabat eo droukveskañ gant kerneveureg, a zo yezh keltiek Kernev-Veur) a vez graet eus brezhoneg Bro-Gerne. Dre m'eo ar vro-se bro hengounel brasañ e Breizh-Izel eo diaes a-walc'h lavaret resis petra eo brezhoneg Kerne. Eus Kerne-Uhel betek ar Vro Vigoudenn, hag eus Plougastell betek Kemperle e cheñch kalz an doare da zistagañ hag ar gerioù implijet. Koulskoude eo sklaer ez eus perzhioù dibar da vrezhoneg Kerne e-keñver ar rannyezhoù all.

Pouez-mouezh

Pouezmouezhiet e vez war an eil silabenn diwezhañ, evel e brezhoneg Leon, hogen kreñvoc'h eo an taol-mouezh. Abalamour da se e vez neutralizet ar vogalennoù dibouezmouezh: dont a reont da vezañ "chwa" pe mont a reont da get zoken.
Da skouer e vez distaget /ba:r/ evit "bara", /ne:/ evit "nevez".
Ar gerioù implijet alies, evel "anezhañ", "anezhi", a vez distaget en ur silabenn nemetken.

Yezhadur

Alies ne vez klevet rannig-verb ebet.
Klevet e vez ar c'hemmadur mesket koulskoude. Er Reter e vez klevet un h etimologel (dre ma teu "o" diwar ouzh), ha kement-se
  • a laka /l/, /n/, /r/ da gemmañ e /lh/, /nh/, /x/ (« o lenn » /lhεn/) ;
  • a greñva kemmadurioù /m/ ha /b/, o reiñ /f/ e-lec'h /v/ (« o vont » /fõn/) ;
  • a laka harz da gemmadur « s » e /z/ ha « f » e /v/ (« o sevel » /sewl/).
« ne veze ket gouiet la e oa kamm ken » (« ne veze ket gouezet e oa kamm ken »)
Gallout a ra "lar" bezañ heuliet gant un islavarenn pe ur genlavarenn. Da skouer :
« soñjal a ran la an ouvrierien a chomas da gousket » (« soñjal a ran e chomas an ouvrierien da gousket »)
pe c'hoazh :
« evel ar c'hefeleg, la ma vez yen an amzer en em blija... » (« evel ar c'hefeleg, ha ma vez yen an amzer en em blija... »)
Notennoù : En hevelep degouezh e vez implijet a-wezhioù penaos e gwenedeg hag e tregerieg. Jean-Marie Le Scraigne a implij an daou a-wezhioù « gwelet e-meump abaoe lar penaos ne oa ket gwir ! » (« gwelet hon eus abaoe ne oa ket gwir »)
Erlec'hiet e vez ba ouzh e(n) en araogennoù diwar "e" : e-kreiz, e-lec'h, e-mesk, e-tal a vez lavaret neuze ba-kreiz, ba-lec'h (pe ba-plass), ba-mesk, ba-tal.

Distagadur ar c'hensonennoù

Da skouer e vez distaget ar ger avel /aεl/ e korn-bro Kemper / Douarnenez.
Distaget e vez w evel /v/ alies e penn-kentañ ar gerioù (dreist-holl dirak e pe i), a-hend-all e vez distaget /ɥ/ (evel e gwenedeg) goude g peurgetket.

Geriaoueg

Skrivagnerien hag o deus graet gant brezhoneg Kerne

Skrivagnerien zo o deus implijet brezhoneg Kerne e mod pe vod en o oberennoù. En o zouez emañ:

Liammoù diavez