Bruce pe Brus zo un anv-badez skosat saoznek. Dont a ra eus un anv-lec'h e Normandi : Brix (Brutius tro-dro 825, Bruoto e 1026 - 1027, Bruis e 1042, 1198, 1280)[1], er Manche, deuet da vezañ Brus pe Bruce e Breizh-Veur. Degaset e voe eno gant tiegezh ur marc'heg norman eus arme Gwilherm an Alouber. Dianav eo gwrizienn an anv Brix met kar e vefe da vBruz e Bro-Roazhon (Brud e 1067, Bruth e 1084)[2].

Izili eus an tiegezh-mañ a zeuas da vezañ roueed Bro-Skos er XIVvet kantved. Robert V Brus (1210-1295) a oa rejant met ne zeuas ket a-benn da vout roue. E vab-bihan Raibeart Brus pe Roperzh I a zeuas a-benn e 1306 ha trec'h e voe war Edouarzh II, roue Bro-Saoz, e Bannockburn e 1314. E vab David Brus a voe roue war e lerc'h e 1329 dindan anv David II[3].

Yezhoù all

Tud

Anv-tiegezh

Anv-badez

A bep seurt

Gwelet ivez

Notennoù ha daveoù

  1. François de Beaurepaire, rakskrid Yves Nédélec, Les Noms des communes et anciennes paroisses de la Manche, embannet gant A. et J. Picard, Pariz, e 1986, 253 pajenn, p. 89 (ISBN 2-7084-0299-4) OCLC : 15314425
  2. François de Beaurepaire, Op. cit.
  3. Tous les prénoms celtiques gant Alain Stéphan - Embannadurioù Jean-Paul Gisserot - Dastumad Terre des Celtes (ISBN 2877473953)