Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Charles de Gaulle ![]() |
Anv ganedigezh | Charles André Joseph Marie de Gaulle ![]() |
Anv-bihan | Charles, André, Joseph, Marie ![]() |
Anv-familh | de Gaulle ![]() |
Lesanv | Charles de Lugale ![]() |
Deiziad ganedigezh | 22 Du 1890 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Lille ![]() |
Deiziad ar marv | 9 Du 1970 ![]() |
Lec'h ar marv | Colombey-les-Deux-Églises ![]() |
Doare mervel | abeg naturel ![]() |
Abeg ar marv | Anevrism ![]() |
Lec'h douaridigezh | grave of Charles de Gaulle ![]() |
Tad | Henri de Gaulle ![]() |
Mamm | Jeanne Maillot ![]() |
Breur pe c'hoar | Marie-Agnès de Gaulle, Jacques de Gaulle, Xavier de Gaulle, Pierre de Gaulle ![]() |
Pried | Yvonne de Gaulle ![]() |
Bugel | Anne de Gaulle, Philippe de Gaulle, Élisabeth de Gaulle ![]() |
Familh | de Gaulle family ![]() |
Yezh vamm | galleg ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg ![]() |
Yezh implijet dre skrid | galleg ![]() |
Micher | statesperson, memoirist, military theorist, ofiser, politiker ![]() |
Tachenn labour | Politikerezh ![]() |
Bet war ar studi e | École Spéciale Militaire de Saint-Cyr, Collège Stanislas de Paris, École supérieure de guerre ![]() |
Lec'h annez | Élysée Palace ![]() |
Lec'h labour | Ingolstadt, Wülzburg, Frañs ![]() |
Dibenn ar prantad labour | 1946 ![]() |
Strollad politikel | Union of Democrats for the Republic, Rally of the French People ![]() |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | 1965 French presidential election, 1958 French presidential election ![]() |
Patient of | Louis Guillaumat ![]() |
Relijion | Katoligiezh ![]() |
Grad milourel | jeneral brigadenn ![]() |
Korf an arme | Tirlu gall, France libre ![]() |
Oberenn heverk | Mémoires de guerre ![]() |
Diellaouet gant | ETH Zurich University Archives, Defence Historical Service, Louis Round Wilson Library ![]() |
Ezel eus | Ordre Nouveau ![]() |
Levezonet gant | Philippe Pétain, Charles Maurras ![]() |
Darvoud-alc'hwez | pilgrimage ![]() |
Bet kinniget evit | Priz Nobel al Lennegezh ![]() |
Oberennoù zo en dastumad | NIOD Institute for War, Holocaust and Genocide Studies ![]() |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer ![]() |
Roll elfennoù | Q28195738 ![]() |
Charles de Gaulle pe De Gaulle[1] a zo bet ganet d'an 22 a viz Du 1890 e Lille, e departamant an Norzh (Bro-C'hall) ha tremenet d'an 9 a viz Du 1970 e Colombey-les-Deux-Églises, e departamant an Haute-Marne (Bro-C'hall). Soudard a-vicher bet tizhet an rez a vrigadennour, ur politikour gall a-bouezh eo bet etre ar bloavezhioù 1940 ha 1960. Ar c'haolouriezh a vez graet eus ar redenn bolitikel awenet gantañ, bras he fouezh hiziv hon deiz c'hoazh e buhez politikel Bro-C'hall.
Bet e oa diouzh Londrez, tamm-ha-tamm, penn ar Rezistañs diavaez a-enep Kenlabour etre Bro-C'hall hag Alamagn e-pad an Eil Brezel-bed (ar Frañs dieub). Bet eo mestr bras nemetañ Urzh an Dieubidigezh. Savet en deus ar Vvet Republik e 1958 hag a stalias ur renad prezidantel e Bro-C'hall. Dont a reas da vezañ he c’hentañ prezidant eus 1958 da 1969.
Skrivet en deus diwar ar strategiezh e "Le fil de l'épée" e 1932, "Vers l'armée de métier" e 1934 ha "La France et son armée". Skrivet en deus e eñvorennoù ivez.
Bet ganet e Lille d’an 22 a viz Du 1890 en un tiegezh katolik a oa o chom e Pariz, Charles De Gaulle a oa mab Henri Degaulle, kelenner war al lizhiri ha war an istor, ha Jeanne Maillot.
Hendadoù e dad Henri Degaulle a oa genedik eus Champagn (Châlons-en-Champagne), bet staliet e Pariz adalek fin an XVIIIvet kantved. Flandrezek eo an anv-familh : De Walle a dalv « ar voger-greñv ». An tiegezh Degaulle pe De Gaulle n'eo ket nobl e mod ebet eta.
Tiegezh e vamm, Jeanne Maillot, a oa a orin eus ar Flandrez c’hall. A-berzh al lodenn-se eus e diegezh e tiskenne De Gaulle eus hendadoù iwerzhonat (ar MacCartaned, Jakobidi tec’het da Vro-C’hall goude an Dispac’h klodus), skosat (Ar Fleminged), hag alaman (ar gKolbed, a orin eus Dugelezh Baden). Tad-kozh Charles De Gaulle a-berzh he mamm a oa ur patrom bras en Industriezh ar gwiadoù e Lille.
Charles en doa tri breur hag ur c’hoar :
Abred-kenañ, e dad a lakaas Charles da zizoloiñ oberennoù ar skrivagnerien c'hall Maurice Barrès, Herri Bergson ha Charlez Péguy. Unpennelour e oa an tiegezh ha lenn a rae an tad L'Action française (betek kondaonidigezh luskad Charles Maurras gant ar Vatikan). Sellet e vez ouzh e diegezh evel ur familh « katolik ha frankizour », dreyfusour e oant ha mont a rejont a-du gant an Trede Republik en doare goulennet gant ar pab. E dad en doe estlamm ouzh Louis Rossel, « jeneral » eus ar Gumun, fuzuilhet gant ar « Versailhiz ».
Ul lodenn eus e studioù kentañ derez a reas Charles De Gaulle e skol Frered ar Skolioù Kristen eus parrez Sant-Tomaz-Akin (hiziv lise Sant-Tomaz-Azin) e Pariz. Goude an enkadenn bolitikel a heulas disrann an iliz hag ar stad e 1905, ez eas da genderc’hel e studioù da Velgia, ar c’hentañ skiant-prenañ eus an harlu eo(Daveoù a vank).
Mont a reas da Skol milourel Saint-Cyr e 1908 ha goude d'ar skolaj prevez katolik Stanislas e Pariz. Kuitaaat a reas anezhañ e 1912 gant e skrid-testeni (er Rummad Fès, a oa an hini a zeufas da vezañ ar marichal Juin ar major anezhañ) ha choaz a reas da vont en droadegiezh. Kaset e voe d’an 33vet rejimant troadeien en Arras, dindan urzhioù ar c’horonal Philippe Pétain.
Letanant ar C’hentañ brezel bed e voe anvet kabiten adalek 1915. Gloazet e voe kerkent hag e gentañ emgann e Dinant (reter Belgia) d’ar 15 a viz Eost 1914. Kaset e voe goude d’an 33vet RI war dalbenn Champagn evit ren ar 7vet kompagnunezh. Gloazet e voe a-nevez d’an 10 a viz Meurzh 1915 en dorn kleiz, e-pad Emgann ar Somme. Mennet d’en em gannañ e tisentas d’e ofiserien o reiñ an urzh da dennañ war fozelloù an enebourien. Abalamour da se e voe torret diwar e garg evit eizhteiz. Un ofiser pizmigus, tuet da vezañ dichek, e speredegezh hag e galonegezh dirak an tan a lakas anezhañ da vezañ merzet e-touez ar re all kement ha ken bihan ma kinnigas komandant an 33vet RI kemer anezhañ da eiler.
D’an 2 a viz Meurzh 1916 e voe taget e rejimant hag hogos distrujet gant an enebour pa oa o tifenn kêriadenn Douaumont, e-kichen Verdun. Distrujet-naet e voe e gompagnunezh e-pad an emgann-se hag ar re oa chomet bev voe gronnet gant an Alamaned. Hervez Max Gallo e klaskje De Gaulle toullañ linennoù an enebourien ; rediet vije e-pad an emgann da lammat en un toull obuz evit klask goudor met Alamaned a rajent ar memes tra hag a c’hloazjent anezhañ gant un taol baionetez en e vorzhed kleiz[2]. Prizoniet gant an Alamaned e voe pareet ha lakaet en ur c’hamp prizonierien. Hervez ur soudard eus e gompagnuniezh e vefe tremenet an traoù en un doare all : « Gronnet e oamp bet ha dindan urzhioù hor c’habiten De Gaulle e oamp rediet da godianañ. »[3]
Da-heul un dec’hadenn c’hwitet e oa kaset da greñvlec’h Ingolstadt, e Bavaria, ur c’hamp distro-gwall evit an ofiserien disent ha diaes da zerc’hel. En em gavout a reas eno war un dro gant ar jeneral da zont Georges Catroux, ar c’hazetenner Remi Roure, an embanner Berger-Levrault hag ar marichal sovietek da zont Mikhail Toukhatchevski. Ul « lamentable exil », e-giz-se e teskrivas d’e vamm e donkad prizoniad. Evit diverrañ an amzer e aozas gant e genseurted displegadennoù war stad ar brezel. Klask a reas dreist-holl tec’hout dre bemp gwezh, en aner. Dieubet e oa goude an Arsav-brezel an 11 a viz Du 1918 hag adkavout a reas e diegezh e miz Kerzu. Un eñvor c’hwerv a lavaras delc'her eus an daou vloavezh hanter-se en toull-bac’h, hag istimañ a reas bezañ un « distroer » (« tasmant »), ur soudard didalvoud n’en doa servijet da netra. Roet e voe dezhañ neoazh, da-heul ar brezel bras, kroaz marc’heg al Lejion a enor, d’an 23 a viz Gouere 1919 hag ar Groaz-brezel 1914-1918 gant ar steredenn arem.
Diwar-benn ar prantad bac’hidigezh, goude e zaskor, en deus disklêriet ar jeneral Perré e 1966 : "Unan eus ma c’hamaraded a oa prizoniad gant De Gaulle en deus lavaret din ar pezh da-heul : ar Voched a rae an enor d’an ofiserien c’hall a oa en em gannet gant kalonegezh da rentañ dezhe o sabrenn da geñver lidoù zo, e-giz an oferenn da skouer. N’o doa ket rentet e hini d’ar c’habiten De Gaulle. Hemañ, a grede e oa bet disoñjet, a c’houlennas anezhañ en un doare rok. Souezhet e oa an Alamaned gant e c’houlenn met betek gouzout e renjont un enklask diwar degouezhioù e zaskor. Goude an enklask-se ne rentjont ket e sabrenn dezhañ"[4].
Kendelc’her a reas Charles De Gaulle e respet en arme ha tostaat a reas ouzh ar bolitikerezh.
Eus 1919 da 1921 e voe kaset e Polonia e lec’h ma kemeras perzh e stummadur an arme nevez a stourme gant berzh ouzh an Arme Ruz. Levezonet e oa gant an aergelc’h enepyuzev taer ha pogromour, evel m’en diskouez daou lizher kaset d’e diegezh hag embannet en eil levrenn Lettres, notes et carnets [5]. Pa zistroas ar c’habiten De Gaulle e voe karget a gentelioù e Skol Sant-Cyr, kent bezañ degemeret er Skol uhel brezel e 1922.
Dimeziñ a reas gant Yvonne Vendroux (22 a viz Mae 1900 e Calais - 8 a viz Du 1979 e Pariz), d’ar 7 a viz Ebrel 1921. Tri bugel en doe ganti :
E 1925 e voe kaset da strollad-ren ar marichal Pétain, besprezidant Kuzul uhel ar brezel. Kaset e voe da Drier e 1927, evel komandant an 19vet Batailhon chaseourien war droad (BCP). D’ar c’hentañ a viz Genver 1928 e teuas e eil verc’h, Anna, er bed. De Gaulle voe kaset d'ar Sav-Heol e 1929 ha tremen a reas daou vloaz e Beirout gant e diegezh. E 1931 e anvjod anezhañ e Sekretouriezh Hollek an Difenn Broadel e Pariz. A-bouez e oa ar post nevez-se evitañ rak tro en doa d’ober anaoudegezh gant aferioù ar stad.
Koronal e voe adalek 1937 hag anvet e voe penn ar 507vet rejimant tankoù e Metz. Da goulz an disklêriadenn brezel graet gant Bro-C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet d’an Trede Reich, d’an 3 a viz Gwengolo 1939, ar c’horonal De Gaulle a voe anvet komandant eus tankoù ar Vvet Arme.
E-pad ar bloavezhioù-se eo e tiorrenas Charles De Gaulle e vennozhioù diwar-benn arz ar brezel. Embann a reas La Discorde chez l'ennemi (1924), Le Fil de l'épée (1932), Vers l'armée de métier (1934) ha La France et son armée (1938). Al levr-se a lakas broc’h da sevel etre ar c’habiten hag ar Marichal Pétain, en dije bet c’honat da sinañ anezhañ.
E 1932, Le Fil de l'épée a zegasas da soñj pouez stummadur an ofiserien ha pouez an degouezhioù. Komz a reas eus an ezhomm eus ur c’horf tankoù, gouest da dennañ en un doare galloudus ha da zilec’hiañ buan war un dro, gouest da gas argadoù hardizh da benn.
En e levr Vers l'Armée de métier embannet e 1934 e tiorroas ar mennozh-mañ na c’halle bezañ diorroet nemet gant un arme a-vicher e-kichen enrolladur ar geodediz. Koulskoude ar mennozh-se ne voe ket degemeret-mat gant kalz a dud, war-bouez : L'Action française, nemedenn heverk, a saludas meur a wezh dindan pluenn Charles Maurras ha Jacques Bainville e vennozhioù modern diwar-benn ur brezel argadus hag e zisfiz e-keñver ar c'hermanouriezh o tiwan en-dro, Paul Reynaud, kannad eus an tu-dehou, pe Fulup Serre.
En estrennvro, war ar c’hontrol, implij an tankoù evel ma oa aliet gant ar jeneral Estienne ha De Gaulle war e heul a sachas evezh (Heinz Guderian, Liddell Hart). Vers l'armée de métier n'en doe e Bro-C'hall nemet un tamm berzh dleet d’ar guriusted, met aweniñ a reas, poz dezhañ e-unan, ar jeneral Guderian, krouer an nerzh mekanik alaman.
E Pariz e tarempredas De Gaulle tud a-bouez liammet gant ar c'horonal Emile Mayer, war e leve ha digor-kenañ e spered, a-du gant un adreizhadenn eus ar strategiezh. Arabat e oa chom d’en em zifenn a-dreñv al linenn Maginot. Koulskoude ne oa selaouet nag an eil nag egile.
Harpet war mennozhioù ar jeneral Fuller hag ar buruteller milourel saoz Liddell Hart, De Gaulle a zifenne ur brezel lusk renet gant soudarded a-vicher, ha harpet gant tankoù. Ober a reas e gentañ prezegenn er Sorbonne en nevezamzer 1934, war intrudu ar c’helc’h Fustel-de-Coulange, un aozadur liammet gant an Action française[6]. Charles De Gaulle en doe mennozhioù unpennelour. Dleet e voe dezhañ derc’hel d’an dever taverezh evel an holl soudarded met disklêriañ a reas en e lizhiri prevez ar bri dister en doa evit ar renad parlamant ha lavaret e kave gwell ur renad kreñv[7]. Betek fin e vuhez e tiskouezas e estlamm ouzh personelezh hag oberenn an istorour roueelour Jacques Bainville.
Ne reas ket berzh e vennozhioù a-fed strategiezh abalamour da virouriezh renerien an arme c'hall diouzh un tu, ha, diouzh an tu all, en abeg m’o doa disfiz ar Republikaned evit ur soudard en doa ar vrud da vezañ a-du gant mennozhioù Maurras. Koulskoude, De Gaulle, diskibl Péguy (levezonet gant ar sokialouriezh difennet gant Pierre Leroux) ha Henri Bergson, a oa bet stummet gant ar c’horonal Mayer, ofiser a orin yuzev, dreyfusour ha tost d’ar sokialouriezh. Eveltañ en doa darempredet ar c'hClub du Faubourg sokialour (Kent ar Brezel bed kentañ en doa kemeret perzh, e Lille, e meetingoù eus Jaurès) ha luskadoù personelour ar bloavezhioù 30 (Esprit, ha kement zo.). Lakaet en doe e anv ivez en aozadurioù katolik eus an tu-kleiz : ar Sillon eus Marc Sangnier, « les Amis de Sept », «les Amis de Temps Présent », diagentour Témoignage chrétien. A-du edo al luskadoù-se a-hend-all gant Talbenn ar bobl ha gant emell Bro-C’hall evit difenn Eil Republik Spagn.
Léon Blum a ziskouezas e enebiezh vras ouzh mennozhioù ar c’horonal De Gaulle e tri fennad-skrid embannet gant Le Populaire, rak doujañ a rae e vije implijet an arme-se a-enep ar bobl, an harzherien-labour peurgetket. Ha da dra, en ul lizher eus 1935 kaset da Baol Reynaud, De Gaulle ne argase ket an implij-se tamm ebet. An Action française a embannas sevel a-du gant ar pezh a oa skrivet el levrioù embannet gant De Gaulle[8].
Pa darzhas a, Eil Brezel Bed, Charles De Gaulle a oa koronal atav (memes ma hañval bezañ war-nes dont da vezañ brigadennour), komandant ar 507vet rejimant tankoù emgann (RCC), e Metz. E miz Genver 1940 e kasas da bevar-ugent den, en o zouez Léon Blum ha Paul Reynaud, d'ar jeneral Gamelin ha d'ar jeneral Weygand, ur c'hounskrid diazezet war ar brezel e Polonia. An destenn-se, anvet L'Avènement de la force mécanique, a boueze war an ezhomm da lakaat an tankoù hag ar c'hirri-nij da labourat a-gevret.
Tri devezh goude argadenn an Alamaned, d'an 10 a viz Mae 1940, a zeuas a-benn da doullañ buan an talbenn gall, e rajod da c'houzout da De Gaulle en doa divizet renerien an arme fiziañ ennañ ar 4 DCR, an hini galloudusañ eus unvezioù hobrejonet bras an arme c'hall (enni 364 karbed hobrejonet[9]). Kemer a reas he fenn evit gwir d'an 11 a viz Mae hepken. D'ar 15 a viz Mae e oa roet dezhañ an urzh da zaleañ an enebour e bro Laon da c'hounit amzer evit lakaat e plas ar 6vet arme karget da stankañ hent Pariz. War sevel edo e rann-arme hobrejonet c'hoazh, e unvezioù n'o doa ket stourmet asambles biskoazh. Kas a reas koulskoude un enepargadenn ganti etrezek Montcornet, e biz Laon, unan eus ar re nemeti a zeuas a-benn da lakaat an Alamaned da gilañ. Pa welas edo an arme c'hall war-nes bezañ koll, ar siviled hag ar soudarded hep armoù war an hentoù, e-doug devezh ar 16 a viz Mae, e tisklêrias « ce qu'[il] a pu faire, par la suite, c'est ce jour-là qu'[il] l'a résolu. »[10]. De Gaulle n'en doa resevet ken ul lodenn eus unvezioù ar 4 DCR, met argadiñ a reas ur wezh kentañ gant 80 tank da glask troc'hañ linennoù kehentiñ ar rannoù-arme hobrejonet alaman d'ar 17 a viz Mae. Goude bezañ tizhet e balioù, en o zouez kêr Moncornet, ar 4 DCR, dre ma ne voe ket harpet gant unvezioù all, a rankas kilañ dirak an enebourien.
Pa zegouezhas an unvezioù all eus ar 4 DCR, un argadenn nevez a oa kaset gant 150 tank. Goude bezañ tizhet he falioù kentañ e oa harzet gant tagadennoù ar c'hirri-nij hag ar c'hanolierezh alaman.
D'an 28 a viz Mae, De Gaulle a oa brigadennour amzeriat abaoe pevar devezh. Goude 200 km hent, noazhus-kenañ d'ar c'harbedoù, ar 4 DCR a dagas an enebour dre ziv wezh a-benn distrujañ ur "godell" kemeret kant an enebourien e su ar Somme, e-kichen Abbeville. Berzh a reas : en tu all da 400 prizoniad voe serret ha distrujet e voe ar godell, war-bouez Abbeville abalamour ma oa niverusoc'h soudarded ha kanolioù an Alamaned. Ar re-mañ avat ne c'halljont treuziñ ar Somme nemet diwezhatoc'h e norzh Abbeville. Eil argadenn ar 4 DCR avat ne zeuas ket a-benn da gemer ar gêr-se en-dro.
D'ar 6 a viz Even 1940, Charles De Gaulle a voe galvet diwar dizh e Pariz gant Paul Reynaud, prezidant ar c'huzul, da gemer ur garg en e c'houarnamant, hini issekretour Stad evit ar brezel hag an difenn broadel.
Charles De Gaulle a zeuas neuze er-maez eus urzhaz an arme. E gefridi oa kenurzhiañ ar strivoù gant ar Rouantelezh-Unanet da zerc'hel gant ar stourm. D'an 9 a viz Even e klaskas en aner lakaat Winston Churchill da lakaat muioc'h a nerzhioù, ha kirri-nij ivez, en emgann. D'an 10 a viz Even, De Gaulle a guitaas Pariz, disklêriet kêr zigor, evit Orléañs, Briare ha Tours. Kaset e gefridi da Londrez, d'ar 16 a viz Even, e kasas dre bellgomz an notenn Anglo-French Unity eus Jean Monnet da Paul Reynaud. Distroet ar memes devezh e Bourdel e klevas en doa roet Paul Reynaud e zilez a brezidant ar c'huzul, e oa bet kemeret lec'h hennezh gant ar marichal Pétain hag e oa bet goulennet an arsav-brezel. Koll a reas ar brigadennour De Gaulle eta e lec'h er gouarnamant.
D'an 18 a viz Even 1940, De Gaulle a gomzas d'ar C'hallaoued war Radio Londrez ar BBC. An deiz-se e c'halvas anezho da « harzañ » eus e harlu e Bro-Saoz. Klask a reas ar c'habinet breizhveuriat miret outañ, met harpet e oa gant Winston Churchill[11]. Er Frañs, Galv an 18 a viz Even a c'halle bezañ klevet da 7 eur noz, met klevet e voe gant nebeut kenañ a dud. Dibaoe an deiz-se ez eo chomet an destenn-se unan eus ar re vrudetañ eus istor Bro-C'hall avat. Ne voe ket enrollet ar galv-se hag ez eo enrolladenn an 22 a viz Even 1940 a vez kinniget evel Galv an 18 a viz Even e gwirionez.
Da gentañ, gouarnamant Breizh-Veur en doa kinniget da vinistr gall an Diabarzh Georges Mandel da dremen er Rouantelezh-Unanet ha da skignañ ur galv e-unan. Mandel a veze gwelet evel un den-a-stad bet kemennet gantañ meur a wezh ouzh gourdrouz an IIIe Reich. Nac'hañ a reas koulskoude kuitaat Bro-C'hall kuit ma vefe tu da gaout abeg ennañ ha da damall outañ bezañ un dezertour, ar pezh a vije bet graet diouzhtu gant e enebourien (yuzev e oa).
Gouzout a reer bremañ en doa breutaet kuzul ar vinistred saoz a-hed an 18 a viz Even diwar-benn testenn De Gaulle. Ar vunichouien gozh, a-dreñv ministr an Aferioù Estren, lord Halifax, a felle dezho c'hoazh tremen diouzh gouarnamant Pétain ha gortoz da welet m'edo o vont da sinañ da vat an arsav-brezel. Winston Churchill, tuet abaoe pell da vezañ start a-enep Hitler ha da genderc'hel gant ar stourm, a zleas lakaat e bouez er valañs. Gallout a reas De Gaulle distagañ e brezegenn a-benn ar fin met rankout a reas asantiñ da cheñch an div linenn gentañ[12] a-benn ma ne vefe ket ken garv evit ar gouarnamant gall. Ar c'hemm-se hag a chomas kuzh e-pad pell a zianadas en destenn roet d'ar c'hazetennoù, ha goude e-barzh eñvorennoù De Gaulle.
E Londrez, De Gaulle a savas hag a renas ar Forces françaises libres. Ar pal ne oa ket sevel ul lejion tud a-du da zerc'hel gant ar stourm ha da harpañ impalaeriezh Breizh-veur. Kaoz oa adc'hounit plas Frañs e-barzh ar jeu a-enep Alamagn, oc'h aozañ un arme hag un enep-Stad en dije holl berzhioù ar riegezh, hag a c'hounezfe un diazez fetis o lakaat diouzh e du tiriadoù gall an impalaeriezh trevadennel, a vefe sichenn ar stourm hag an trec'h.
Adalek deroù an hañv 1940, diwar hogozik netra ha sikouret gant un nebeud tud a-du gantañ, Bretoned dreist-holl (René Pléven, Jean Marin, Jean Oberlé...) De Gaulle a lakas war sav diazez ur morlu (FNFL), un nijerezh (FAFL), hag eus un arme douar (FFL), ur servij titouriñ (ar BCRA renet gant ar c'horonal Passy, a voe oberiant buan e Bro-C'hall). Ar Graoz Loren kinniget gant an amiral Muselier[13],[14],[15], a zeuas da vezañ e arouez. Ar gwirour René Cassin a rae war dro statudoù ar Frañs Dieub hag he darempredoù gant ar gouarnamant saoz. Diazezet e voe buan ur bank, ur gazetenn ofisiel hag arouezennoù-enor - krouet e voe an Ordre de la Libération gant De Gaulle e Brazzaville kerkent ha miz Here 1940 evit enoriñ e "gompagnuned". Poellgorioù "Gallaoued dieub" a voe savet er bed a-bezh evit klask da lakaat ar C'hallaoued en estrenvro hag ar gouarnamantoù da sevel a-du gant De Gaulle.
Pa tistroas De Gaulle da Vro-C'hall goude Dilestradeg Normandi e reas e seizh posubl evit nullañ an AMGOT, ar gouarnamant milourel lakaet gant ar Gevrididi er vroioù trec'het.
Da genderc'hel
Prezidanted Frañs — Pempvet Republik (1958 –) |
|||
---|---|---|---|
|