Chaseal pe hemolc'hiñ zo klask tapout loened pe o lazhañ, evit em en vagañ, evit ober kenwerzh, evit implijout danvez tennet eus al loened pe c'hoazh evit kaout dudi. E pep lec'h dre ar bed e vez pe e veze graet gant an dud ; e pep lec'h ivez ez eus lezennoù da resisaat penaos e vez graet. Ar chaseal na vez ket aotreet gant al lezenn a reer "bigriañ" anezhañ. Hiziv an deiz eo deuet ar chaseal, er broioù pinvidik, da vezañ un obererezh dudi pe sport.
Dudi ar briñsed eo bet ar chase a bep amzer. Er Mabinogi e weler chaseal Twrch Trwyth, an hoc'h-gouez hud en danevell Kulhwch hag Olwen.
En Europa e chaseer a gozh ha kemm a reer etre an doareoù disheñvel :
Difennet eo chaseal war varc'h en Alamagn abaoe 1936, e Belgia abaoe 1995, hag e Breizh-Veur abaoe 2005[1].
Gwarezet eo gant ar prezidant Emmanuel Macron er stad c'hall[2].
Adal ar XIVvet kantved e voe gwelet tud uhel eus Portugal, Kastilha, Bro-C'hall, Alamagn, etc. o lakaat sevel levrioù diwar-benn arz ar chase pe ar gwenaerezh, sport muiañ karet ar rouaned hag uhelidi:
-XVvet kantved:
-XIXvet kantved:
-XXvet kantved: