Ur pennad Colchester (disheñvelout) zo ivez.
Colchester
Stadegoù
Poblañs: 104,390
Lec'hiadur
OS grid reference: TQ995255
Melestradurezh
Bann: Colchester
Shire county: Essex
Rannvro: Reter Bro-Saoz
Bro: BroSaoz
Riez: Rouantelezh-Unanet
Traoù all
Kontelezh lid: Essex
Kontelezh istorel: Essex
Servijoù
Polis: Essex
Servij a garr-klañvdi: East of England
Post ha pellgomz
Kêr bosel: COLCHESTER
Kod post: CO1 - CO7
Kod pellgomz: 01206
Politikerezh
Parlamant Breizhveuriat: Colchester
Parlamant Europeat: Reter Bro-Saoz

Ur gêr eus reter Bro-Saoz eo Colchester, ha kêr-benn borough Colchester en Essex. Hervez hec'h annezidi e vefe ar gêr goshañ e Breizh-Veur.

Douaroniezh

Anv

Ardamezioù

En gul, e groaz eilhonek ha divouedek en geot, e deir c'hurunenn en aour, unan war an troad ha war pep brec'h, skoret pep hini gant un tach en sabel.

Istor

Abaoe 3000 bloaz ez eus tud o chom enni hervez an hendraourien. Camulodunum e oa hec'h anv latin ha kêrbenn gentañ proviñs roman Britannia e vije bet a-raok Londrez. Ker-benn ur foblad Vreton, anvet an dTrinovanted e oa Camulodunum.

Prestik goude an aloubadeg roman, adalek 43, e voe savet ur c'hreñvlec'h evit ul lejion roman, an hini kentan en enez Vreizh. Goude, pan eas an 20 vet lejion war-raok war-du ar c'hornôg, war-dro 49, e teuas da vout colonia, hag anvet Colonia Victricensis evel ma lenner war ur golonenn eus an IIvet kantved. Un templ a oa d'an impalaer Claudius, ha seizh templ all ouzhpenn da vihanañ. Daou c'hoariva a oa ivez, hag en hini Gosbecks e c'halled azezañ 5,000. den

ar gêr roman

Ur greizenn-stourm vrezhon e oa, war a seblant, e derou ar VIvet kantved. Meneget eo gant Nennius e-touez 28 Keoded Preden dindan anv Caer Colun ha n'eus ket bet kavet nemeur a roud eus ar Saksoned en dro dezhi.

Tud

Levrlennadur

Liammoù diavaez