An Enkadenn Veur eo an anv a roer d'ar gwallemgav armerzhel a c'hoarvezas gant ar bed a-bezh e-pad an dek bloavezh kent an Eil brezel-bed.
An holl vroioù a c'houzañvas an eil re war-lerc'h ar re all, met embann al lezenn amerikan Smoot-Haley Tariff d'an 17 a viz Mezheven 1930 a voe an deroù evit an darn vuiañ anezho ; hervez ar broioù ez echuas etre dibenn an degad 1930 ha kreiz an degad 1940[1] Hiroc'h, hollekoc'h ha donoc'h un enkadenn ne voe ket a-hed an XXvet kantved[2].
Chomet eo an Enkadenn Veur ur skouer eus pegen gwazh un diskar a c'hall c'hoarvezout en armerzh ar bed a-bezh.
E Stadoù-Unanet Amerika e krogas, goude an diskar a voe e gwerzh al lodennoù[N 1] d'ar 4 a viz Gwengolo 1929 en Eskemmdi New York City, e Wall Street e karter Manhattan. Adal ar Yaou 29 a viz Here 1929, pa dizhas Wall Steet traoñ ar werzh, en em strewas an Enkadenn a-dreuz ar bed. Black Thursday, "ar Yaou Du" a reer eus an deiziad-se.[3]
Gwastet e voe Stadoù a-bezh, pinvidik pe baour. D'an traoñ ez eas leve an dud, talvezad an tailhoù, ar gounidoù hag ar prizioù tra ma voe ar c'henwerzh etrebroadel diskaret eus 50 % en abeg d'al lezenn Smoot-Hawley Tariff dreist-holl. Betek 25 % eus an dud a gollas o labour er Stadoù-Unanet, ha 33 % e lod broioù.[4]
Gouzañv kriz a reas darn eus kêrioù ar bed, krisoc'h c'hoazh pa oant kreizennoù greantel. Ehanet e voe ar sevel tiez. Mervel pe dost a reas al labour-douar pa voe un digresk a 60 % e prizioù an eostadoù[5],[6],[7].
Miliadoù a diegezhioù a voe rivinet, bras-divent e voe an dilabour, miliadoù ag embregerezhioù hag a vankoù a reas freuz-stal.
W
W
Un nebeud broioù a grogas da bareañ adalek 1935-1936, hogen en darn vrasañ eus ar bed e padas efedoù an Enkadenn Veur betek dibenn an Eil brezel-bed e 1945, ha pelloc'h c'hoazh e lod anezho.
En XIXvet kantved e oa bet goveliet al lavarenn economic depression ("enkadenn armerzhel") gant armerzhourien ha politikourien e Stadoù-Unanet Amerika hag e Breizh-Veur. Da geñver enkadenn 1819 er Stadoù-Unanet e komzas ar Pennsezer James Monroe (1758-1831) eus "a depression" ("un enkadenn").[8] War e lerc'h ez implijas ar Pennsezer John Calvin Coolidge (1872-1933) an hevelep lavarenn evit komz a-zivout enkadenn 1920-1921.
An armerzhour Saoz Lionel Robbins (1898-1984) zo anavezet evit bezañ strewet al lavarenn dre e levr The Great Depression ("An Enkadenn Veur")[9] bet embannet e 1934.[8][10].
Ar Black Thursday eo orin an Enkadenn Vras hervez an darn vuiañ eus istorourien an armerzh ; lod anezho avat n'int ket a-du hag a ziskleir penaos ne voe ar freuz a c'hoarvezas en deiz-se nemet un azon eus ar c'hleñved, an abeg anezhañ ne oa ket.[4][11]
Gwellsellerien e chomas an Amerikaned goude ar Yaou Du evelato, da heul disklêriadur ar greantour John Davison Rockfeller (1839-1937) a lavaras en devoa bevet enkadennoù dija, ha bepred e oa distroet berzh ha finborte er vro[12] E deroù 1930 e pignas marc'had al lodennoù en-dro : e miz Ebrel e tizhas al live en devoa bet e deroù 1929, hogen bez' e oa c'hoazh tost da 30 % izeloc'h eget barr miz Gwengolo 1929[13]. Muioc'h ag arc'hant a voe dispignet e deroù 1930 gant ar gouarnamant hag an embregerezhioù eget na oa bet e 1929, met un digresk a 10 % a voe e dispignoù an dud o devoa kollet e marc'had al lodennoù. Diouzh tu ar c'heloù fall, e kreiz 1930 e krogas ur sec'hor bras en doaroù strujusañ ar Stadoù-Unanet.
E kreiz 1930 e oa aet feurioù ar c'hampi[N 3] d'an traoñ, hogen an dic'hwezh[N 4] ha diegi an dud da geñver an amprestañ arc'hant a ziskoueze e oa ar postañ hag an dispign en un enkadenn[14]. E miz Mae 1930 e oa bet gwerzhet nebeutoc'h a girri-tan eget e 1928. An holl brizioù a grogas da ziskenn petra bennak ma chomas ar goproù stabil a-hed 1930, hogen e 1931 e krogas an dic'hwezh. Gwashaat a reas stad al labour-douar pa 'z eas ar prizioù war ziskar, hag er rannvrioù ma oa mengleuzioù ha koadegi greantel rak uhel e oa feur an dilabour ha ral al labourioù all eno.
En abeg da ziskar armerzh SUA e sankas an darn vrasañ eus ar broioù all er penn kentañ, ha dasparzh an nerzh hag ar gwander e diabarzh pep bro a wellaas pe a washaas he stad da c'houde. Pa glaskas lod Stadoù lakaat o armerzh da chom war neuñv dre lezennoù-gwareziñ evel ar Smoot–Hawley Tariff Act ha lakaat kresk war o prizioù er broioù all e voe kreñvoc'h c'hoazh an diskar er c'henwerzh etrebroadel. E dibenn 1930 e oa armerzh ar bed o tiskenn reoliek betek an traoñ, a dizhas e 1933.
Setu amañ un daolenn eus ar c'hemmoù e sifroù an armerzh e peder Stad etre 1929 ha 1932[15]
Stadoù-Unanet | Alamagn | Breizh-Veur | Bro-C'hall | |
---|---|---|---|---|
Kenderc'hadoù greantel | –46% | –41% | –23% | –24% |
Prizioù a-vras | –32% | –29% | –33% | –34% |
Kenwerzh-diavaez | –70% | –61% | –60% | –54% |
Feur an dilabour | +607% | +232% | +129% | +214% |
A-douez abegoù all, gwanderioù e framm armerzh SUA a zegasas ar Black Thursday. Da c'houde, ar gwanderioù-se end-eeun ha disentezioù bet kemeret gant tud hag ar Stad a droas ar Yaou Du en un Enkadenn Veur kent he strewiñ dre ar bed a-berzh.
Gwanderioù framm armerzhel SUA evel freuz-stal ar bankoù bras ha diskar trumm marc'had a lodennoù e 1929 eo pennabegoù an enkadenn hervez an istorourien, tra ma lavar an armerzhourien voneizelour ez eo kentoc'h diwar disentez Stad-kreiz SUA da grennañ war an embann-moneiz ha disentez Stad Breizh-veur da zistreiñ da werzh an aour kent ar Brezel-bed kentañ evel dave ar moneiz e c'hoarvezas en Enkadenn.
Ez-reizh e c'hoarvez ardec'hioù[N 5] ha kelc'hadioù kenwerzhel en ur bed ma ne vez gwezh ebet kempouez-rik etre ar c'hinnig hag ar goulenn, a dermen ar priz war ur marc'had.
Priz goulennet | Priz kinniget | Kementad | Kempouez | |
---|---|---|---|---|
Lezenn 1 | War gresk | Digemm | War gresk | War gresk |
Lezenn 2 | War zigresk | Digemm | War zigresk | War zigresk |
Lezenn 3 | Digemm | War gresk | War gresk | War zigresk |
Lezenn 4 | Digemm | War zigresk | War zigresk | War gresk |
O c'houzout kement-se, armerzhourien a bep tu a glaskas displegañ an Enkadenn Veur hep dont a-benn da respont d'ar goulenn pennañ : petra a laka un ardec'h da dreiñ da enkadenn ? Pep hini anezho a glaskas lakaat ar fedoù da blegañ dindan gwask soñjoù e skol met, e gwirionez, den ebet ne oar abegoù resis an Enkadenn Veur ha, dre se, penaos mirout na c'hoarvezje unan all.
Ne vo meneget amañ nemet an diskoulmoù brudetañ a zo bet kinniget — hini anezho avat ne c'hall reiñ un displegadur klok.
Tennañ splet eus natur kemm-digemm ar marc'had evit lakaat klaoustre war emdroadur priz ur c'henderc'had pe ul lodenn a-benn gounit arc'hant eo arvrokañ.
Hervez lod armerzhourien e vije ar bankoù aet e-maez eus o micher, p'o devoa prestet muioc'h ag arc'hant d'an arvrokerien eget n'o devoa lakaet en armerzh gwirion ar Stadoù-Unanet. War gresk atav e yeas priz al lodennoù en eskemmdioù betek ma ne voe mui den evit resteurel an amprestoù ; pa 'z eas eskemmdi New York d'an traoñ e savas pennfollerezh a sac'has reizhiad arc'hantel ar vro a-bezh ; tremen 8000 bank a reas freuz-stal etre 1929 ha 1934, ha dre ma ne oa mui arc'hant prestet e chomas an armerzh a-sav.[17]
Pa veze dleoù gant ur Stad e veze tennet aour diganti ha krennet war an arc'hant a veze prestet dezhi. Peogwir e oa ar Stadoù-Unanet unan eus ar Stadoù a c'halle paeañ he dleoù e dollaroù e voullas dollaroù hag e lezas he dleoù da greskiñ betek tremen 350 % eus he c'henderc'had diabarzh kriz (KDK)[21] E-lec'h bezañ postet er greanterezh ez eas an arc'hant gant an arvrokerien, alese muioc'h-mui a c'halloud gant an eskemmdioù betek ma tisac'has ar berniad dleoù. Pa oa ar berniad-se diazezet war digempouez reizhiad arc'hantel ar bed a-bezh e voe tizhet armerzh ar bed a-bezh ivez[22].
Rivinet e oa Europa e dibenn ar Brezel-bed kentañ tra ma kreske pinvidigezh ar Stadoù-Unanet, na voe ket dasparzhet ez-reizh avat : un nebeud tud pinvidik-mor ne dispignent ket a-walc'h hag ar peurrest eus an dud ne c'hallent ket dispign ; strizh neuze e chome ar marc'hadoù, re a gevala a oa, nebeutoc'h a dud a laboure peogwir e oa bet kenderc'het re a draoù, hag ar c'hempouez-se en dilabour a zegasas an Enkadenn Veur[23].
Hervez lod armerzhourien e teuas kement-se diwar aozadur nevez al labour da heul mennozhioù Frederick WInslow Taylor (1856-1915) : betek re e voe kenderc'het tra ma chome ar goproù re izel[24].
Ne voe an enkadenn nemet un darvoudenn e kelc'hiad an armerzh, a bad un dek bloavezh bennak. N'eo troet da Enkadenn Veur nemet en abeg da zisentezioù fall bet kemeret gant ar Stad amerikan re wellseller a c'hortoze ma tremenje, ha gant ar Bank-kreiz a grennas war an amprestoù e-lec'h o ledanaat.
Tonket e oa an Enkadenn Veur da c'hoarvezout abalamour da skloufoni an arvrokerien, d'an dle bet lezet da vont gant ar Stad, da zisentezioù fall a-berzh ar Stad hag ar Bank-kreiz a-fed armerzh ha moneiz.[9]
Ne oa Stad ebet a gement a oa gouest da embann reolennoù ar c'hoari, da lakaat ar broioù all da zoujañ outo : pep Stad a choarias diouzh he zu hep na vije kenlabour, ar pezh a gasas d'ur c'hoari armerzhel war verr dermen ha neuze d'an Enkadenn Veur.
Breizh-Veur ne oa mui gouest da ren war ar c'hoari, hag ar Stadoù-Unanet ne oant ket mennet d'en ober[25].
Pevar abeg zo bet lakaet da ziarvar gant an dielfennerien.
Pa oa an enkadenn o padout e klaskas Pennsezer Franklin Delano Roosevelt (1882-1945, e karg 1933-1945) reiñ lañs da labourioù foran ha skoazellat al labour-douar, a-douez disentezioù all, met dre ma klaske war an dro kempouezañ an dispignoù foran ne voe ket a-walc'h evit lakaat an enkadenn da echuiñ kent deroù an Eil brezel-bed (1939).
Adal deroù 1933 e krogas ar Stadoù-Unanet da yac'haat, hag an darn vrasañ eus ar broioù da heul[3], met ne c'hallas ket SUA adkavout live o C'henderc'had Broadel Kriz (KBK) a 1929 kent 1940 ; da 15 % e oa feur an dilabour er bloavezh-se c'hoazh, hogen gwelloc'h eget ar 25 % a oa e 1933. Ouzhpenn an dilabour e oa kalz is-implij, da lavaret eo tud a laboure gwezh ha gwezh all, darn-amzer, war postoù ma oant re varrek pe re desteniet.
Klask a reas Herbert Hoover (1874-1964), Pennsezer SUA eus Meurzh 1929 betek Meurzh 1933, ober un draig bennak evit pareañ ar vro hogen re wan e oa, ha Franklin D. Roosevelt a voe dilennet war e lerc'h.
Petra bennak ma n'eus kenemglev ebet etre an armerzhourien a-zivout abegoù gwirion ar pareañ, an holl anezho a anzav e voe peder elfenn oc'h aesaat buhez SUA hag ar bed betek ar pare.
Ur strollad lezennoù bet embannet diwar intrudu F. D. Roosevelt eo an New Deal ; den ne oar ha degas pe buanaat a rejont ar pare, met a-dra-sur ne voent ket start a-walc'h evit peurechuiñ gant an Enkadenn Veur rak enket c'hoazh e oa SUA pa grogas an Eil brezel-bed. Lod dielfennerien a embann e voe frealzet an dud hag ar marc'hadoù gant prezegennoù hag oberioù ar Pennsezer a gemenne un adc'hwezh[N 7] hag ur c'hresk e feur an amprestoù[26],[27]. Raktresoù labourioù foran a voe lakaet e pleustr, evel hentoù, stankelloù ha kreizennoù tredan a zo arveret c'hoazh hiziv an deiz.
Efedus e voe an New Deal evelkent, pa bignas KDK SUA en-dro adalek 1938 goude un eil ardec'h e 1937. Lod armerzhourien a damall politikerezh ar gouarnamant amerikan hag an New Deal da vezañ degaset an ardec'h-se, a oa c'hoarvezet pa oa an armerzh war yac'haat. Lod all a damall an arvrokadur, a oa aet en-dro adarre kerkent ha gwellaet stad ar vro raktal goude ma voe an New Deal lakaet e pleustr.
Ne oa ket an armerzh gouest d'em bareañ neuze, ha moarvat ne vije ket deuet a-benn hep diwerzhekadur an dollar amerikan bet divizet gant ar gouarnamant, na hep an trubuilhoù politikel a oa en Europa, a lakaas aour da skuilhañ en armerzh SUA.[28]
Gant an New Deal e ouezas F. D. Roosevelt sevel ar politikerezh a oa gortozet gant an dud gwastet gant an Ekadenn Veur ; dilennet e voe da Bennsezer en-dro e 1936, 1940 ha 1944.
Elfennoù moneizel a voe ivez o c'hoari ur perzh pouezus e dibenn an Enkadenn Veur, daoust d'ur meradur fall a-berzh ar Bank-kreiz[29].
Diwar intrudu F. D. Roosevelt e voe adframmet reizhiad ar moneiz en SUA[30]. E 1933 e voe embannet Lezenn ar Bankoù (Glass-Steagall Act) evit reoliañ an doare ma rae ar vankerien o micher : gwarezet e vije an dud gant al lezennoù, ha paouez a rajent da dennañ o arc'hant diouzh ar bankoù gant aon rak ar c'holl, ar pezh a oa bet pennabeg da freuz-stal kalz bankoù e deroù an Enkadenn Veur ; disrannet e vije ar bankoù-fiziañ (arboelloù hag amprestoù) diouzh ar bankoù-postañ (kenwerzh hag arvrokadur). Kalz bankoù a gavas an dro da dremen dreist al lezenn, met e 1999 hepken e voe ar Glass-Steagall Act kaset da get kent bezañ adlakaet e pleustr gant Barack Obama e 2008 en abeg d'un enkadenn nevez.
Lod armerzhourien o deus diskouezet penaos e voe dre ar Gold Exchange Standard (GES) en em strewas an enkadenn er bed ; diskouezet o deus ivez e oa pa dremenas Stadoù heptañ e voe skoazellet ar pareañ, rak dilezel an eskemm aour-moneiz pe ziwerzhekaat o moneiz a rejont[31],[32] Lod armerzhourien avat a lavar e voe liesdoare ar politikerezhioù bet lakaet e pleustr gant ar Stadoù o devoa dilezet ar GES ha liesdoare ivez an disoc'hoù anezho[33].
Holl Stadoù kreñvañ ar bed a zilezas ar GES e-kerzh an Enkadenn Veur, Breizh-Veur da gentañ pa voe al lur saoz taget gant arvrokerien ha pa zigreskas he berniad aour e miz Gwengolo 1931 : paouez a reas ar Bank of England da eskemm bilhedoù e lurioù saoz ouzh aour, ha lakaat a reas al lur da neuñviñ war marc'hadoù-eskemm estren. Da heul Breiz-Veur hag e 1931 e voe dilezet ar GES gant Japan ha Stadoù Skandinavia. Stadoù all evel Italia hag SUA a heulias ar GES betek 1932-1933 tra ma chomas "Bloc'had an Aour" (Bro-C'hall, ha Polonia, Belgia, Suis d'he heul) ennañ betek 1935-1936.
Seul abretoc'h e voe dilezet ar GES gant ar Stadoù, galloudus pe get, seul abretoc'h e voe echuet gant an Enkadenn Veur : digabestret e voe Breizh-Veur hag Skandinavia pell a-raok "Bloc'had an Aour". Lod broioù a heulie gwerzh an arc'hant e-lec'h hini an aour, evel Sina, a voe skrafignet hepken ganti[34].
Kenemglev zo etre istorourien an armerzh evit lavaret ez echuas an Enkadenn Veur e deroù an Eil brezel-bed. Darn eus an darvoud-se a c'hoarvezas abalamour ma tispignas SUA evit ar brezel, ar pezh a lakaas an dilabour da zigreskiñ.[3][17][28]
Skoazellet e voe Stadoù Europa pa grogjont da bostañ arc'hant e greanterezh an armoù en-dro ; pa voe kaset ar wazed d'ar brezel e 1939 e voe echu gant an dilabour.[35]
E 1941 ez eas SUA d'ar brezel d'o zro, ar pezh a echuas an Enkadenn Veur da vat : dindan 10 % e voe feur an dilabour.[35]. Kalz arc'hant a voe postet en armoù, daougementet e voe kresk ar c'henderc'hañ a-drugarez da gevradoù sinet etre ar Stad hag an embregerezhioù — ar c'hresk war dle ar Stad hag an tailhoù nevez bet divizet gant gouarnamant ar Pennsezer Harry Truman a voe lezet a-gostez evit ar mare. Da heul ar strivoù a voe graet da geñver ar brezel e chomas gant SUA ul lañs teknologel a badas pell goude 1945.
E dibenn ar brezel e tistroas gwazed SUA d'ar gêr, ha ret e voe azasaat an armerzh nevez d'an darvoud-se. Armerzhourien a oa e melestradur ar Stadoù-Unanet d'ar mare-se, ha biken ken ne baouezo ar Stad gant an dispignoù foran.
War-bouez ar Stadoù-Unanet, holl Stadoù galloudusañ ar bed a voe rivinet gant an enkadenn Veur ha gant an Eil brezel-bed a c'hoarvezas d'he heul. Gant ar brezel e kemmas tro-spered renerien ar bed, e voe ret adsevel an danvez armerzhel e-pad un degad hag e voe lakaet reolennoù al labour hag ar surentez kevredigezhel etre daouarn ar gouarnamantoù.
Un Ardec'h Meur a c'hoarvezas er bloavezh 2008 ; evel e 1929 e krogas e SUA hag en em strewas buan dre ar bed.
Ben S. Bernanke, anezhañ Pennsezer Bank-kreiz SUA, a zibabas c'hoari gant ar moneizañ ha feur an amprestoù en un doare disheñvel diouzh a voe graet e 1929, ar pezh a laka goulennoù d'an armerzhouriezh rak buanoc'h e yac'haas reizhiad an arc'hant en XXvet kantved.
Biskoazh en XXvet kantved ne oa bet an difoc'h etre ar re baour hag ar re binvidik ker gwazh hag e 1928-1929[36]. ; an hanter eus an dud dilabour a oa bet sac'het e-pad tremen c'hwec'h miz, ar pezh ne c'hoarvezas biken kent ardec'h dibenn ar bloavezhioù 2000 : e 2007-2008 e voe an diforc'h etre peorien ha pinvidien par da re an Enkadenn Veur. Ha kentel zo bet desket ?