Ercole zo un anv-badez italianek[1].
Dont a ra eus an anv latin Hercules[2],[3], deuet eus an anv gregach ‘Ηρακλης (Herakles), anv an haroz deuet da vout un anv-badez roet d'ar baotred abaoe dibenn ar XIVvet kantved.
Hervez ar boaz katolik, pa n'eus sant ebet en anv-se, e vez lidet d'an Hollsent.