ur rapsod, da lavarout eo ur barzh bale-bro, e Trakia, a vije bet karget gant Triptolemos da aozañ kevrinoù Eleusis. Eus tiegezh an Eumolpided, en Aten, e teue dalc'hmat beleien veur Eleusis;
ur bugel, mab d'an doue Poseidon ha da C'hione. Honnezh, evit kuzhat ouzh he zad Boreas he doa c'hoariet koukoug gant Poseidon, a daolas he mab er mor.
Saveteet e voe ar bugel gant e dad Poseidon ha fiziet gantañ e Benthesikyme, ur verc'h da Amfitrite.